Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/168

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
136
doctrin ar guir gristen.

Ilis ; agreabl int meurbed da Zoue, ha doubl, eme sant Augustin, eo ar milit hon deus oc’h ober un dra da behini ez-omp en em obliget dre vœu : felix necessitas quæ in meliora compellit [1] ; mæs pa vezont græt, e renquer o miret dindan boan a bec’het. Grit vœu, eme ar profet, mæs ho pezit sonch d’er miret da Zoue [2]. Evessait-mâd eta aroc ober vœu : consultet ho coessour, pe ho pastor, pe un-all bennac desquet hac a zoujanç Doue : darn, en ur moment a zevotion, a ra vœu a virginite pe ur vœu all-bennac hac o deus queuz buan goude. Mar hoc’h eus græt vœu, dalc’hit-mâd dezan ; mar d’oc’h libr, dihoallit da ober re-vuan vœu-ebet… Mar deo diæz-bras pe dangerus deoc’h accomplissa ar vœu ho poa græt, goulennit dispanç anezan digant ar superioret ecclesiastic pere a repræsant an Autrou Doue da behini ho poa græt vœu, hac a ell dispansi eus ar vœuïou, pe ive o cench en œuvrou-all a binigen. An oll veleyen a ell cench ar vœuïou en amzer ar jubile, mæs epad amzer ar jubile hepquen. Beza ez-eus pemp vœu a bere an dispanç a so miret d’ar pap : an daou vœu ar virginite hac a chastete perpetuel, ar vœu da vont da vizita beziou an ebestel sant Per ha sant Paul, ê Rom, ar plaçou zantel ê Jerusalem, hac ilis sant Jacques a C’haliç, er Spagn. An ini en deus gret vœu da rei e zanvez d’ar paour pe d’an Ilis, hac a deu da anaout en deus dlê, a dle da guenta paëa he zlê en despet d’e bromessaou. Mar deu ar voeu hoc’h eus græt da veza diæz-bras da accomplissa, abalamour d’un infirmite pe d’ur ræson all-bennac legitim, ne d’oc’h obliget da netra queit a ma pado an infirmite pe an excus-all-se : ne doc’h quet

  1. [Aug., Epist. CXXVII (ad Armentar.), 8.]
  2. [Eccles. V, 3.]