Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/162

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
130
doctrin ar guir gristen.

gion pe d’ar zænt. An dud impi na heanont da ober brezel da Zoue, d’ar religion ha d’an dud just : guervel a reont mâd ar pez a zo fall, hac ato e ma int oc’h en em unani a enep Doue hac a-enep ## Grist.

2° Dre’n œuvrou a superstition e tezirer enori Doue, oc’h ober certen praticou pere ne dint quet aprouet gant an Ilis. Rac-se ar superstition a zo ur fizianç re-vras e certen comzou pe e certen observançou dizanavezet gant an Ilis. Evel-se ar magi, an divinerez hac an observançou-vên a zo quellies a superstition. Ar magi a zo ur recours d’an drouc-speret evit obteni, dre e sicour, traou burzudus. Ar zorcerien a zo tromplerien ha tud a voal exempl, dîn eus ar brassa suppliçou. Goab a reont eus an dud ignorant, tenna a reont digantho arc’hant gant pehini e vevont ordinalamant en un disurz hac en un debauch an horrupla. An divinerez a so ive ur recours d’an drouc-speret evit anaout an traou cuzet hac an amzer da zont. An divinerien a zo tud-fall evel ar zorcerien. C’hoant o deus ive da anaout ha da ober, dre voyenou superstitius, traou dreist-ordinal, hac en tu-all d’ar pez a ell an den. Ur pec’het marvel eo ato, hac e cals a escoptiou ez-eo ouspen ur c’haz reservet mont gant ur guir fizianç da guemeret cuzul digant ur zorcer pe un diviner : ar re-ma a zo tud-fall pere a vev dindan sensuriou an Ilis, abalamour d’o buez disordren, ha d’an injur a reont da Zoue pehini hepquen a ell anaout an amzer da zont, hac an traou-cuzet, hac ober pep tra dre e oll c’halloud : fall int ive, abalamour d’an tor a reont d’an nessa pehini a dromplont ha pehini a bec’h o vont d’o c’haout… Ia, eme c’hui,