Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/161

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
129
eil loden.

vichout da levriou d’ar re ne ouzont quet len, evit ma teuï deomp-oll da zonch anezo [1], hac evit ma teuï ar guel eus ar vertuziou o deus pratiquet da lacat en hor c’halon an dezir da zont d’o imita. Rac-se an eil goncil general a Nicee [2] a zisclerias an iconoclastet coupabl a hæresi, abalamour ma tistrujent an imachou evel traou superstitius. Respeti a reomp portrejou ha memes dillad hon tud decedet, perac na respetemp-nî quet portrejou pe imachou hor Zalver ha re ar zænt ?

3° An irreligion, ar superstition hac an idolerez a zo control, ispicial d’ar vertus a religion ha d’ar gourc’hemen quenta a Zoue.

1° An œuvrou a irreligion pe an œuvrou control d’ar religion eo ar re a vleçz an enor hac ar respet dleet da Zoue, evel ar sacrilach hac an impiete. Ar sacrilach a zo ar brofanation eus a un dra sacr, hac a ell caout evit objet, an dud, ar plaçou hac an traou consacret da Zoue. Rac-se, ur sacrilach eo, ha memes ur c’haz reservet, goal-squei dre valiç ur helec, pe un all-bennac consacret da Zoue dre ur vœu solanel. Ar memes pec’het a gometer oc’h ober gant ar seurt tud-ma un dra-bennac lubric ; hac ur sacrilach eo ive ober un drouc-bennac en un ilis, pe en ur plaç-all consacret da Zoue ; evel ma’z-eo blasphemi, laerez, ober un dra-bennac dishonest. Profani ar vessel sacr an traou benniguet ha dreist pep tra ar sacramanchou, a zo c’hoas ur sacrilach horrubl ; mæs an horrupla sacrilach eo profani sacramant an auter, da lavaret eo, profani corf ha goad hor Zalver Jesus-Christ oc’h e receo hep an dispositionou requis. An impiete a zo ur sonch, ur gomz, un action injurius da Zoue, d’ar reli-

  1. [Greg. M., Epist. CV (ad Serenum Massil. ep.).]
  2. [Da c'houzout eo ar VIIvet Konsil oikoumenek, an eil a Nikaia, e 787.]