Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/160

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
128
doctrin ar guir gristen.

pedi ar zænt ha pa ve guir (petra-bennac, emezan, ma eo guir ar c’hontrol) penos ar zænt ne velont quet ar pez a dremen var an douar, rac pedi a ellont, da viana e general, evit ar re en em laca dindan o frotection evel ma pedomp evit an dud decedet pere o deus ezom eus hor pedennou… 3° Respeti o relegou. An Ilis bepret cunduet gant ar Speret Santel, he deus bet ato ur respet ar brassa evit corfou ha relegou ar zænt, o veza ma’z-int bet templou beo ar Speret Santel, ha ma’z-int destinet da veuli eternelamant an Autrou Doue er barados. Beziou ar zænt, eme sant Ian-Chrisostom, a zo caëroc’h eguet palæziou ar brincet hac ar rouanez [1] ; henvel int, en ur fæçon-bennac, ous a vez hor Zalver Jesus Christ, abalamour ma’z-int burzudus evelthan : evel-se bez ar profet Elisee ha dillad sant Paul a ro ar vuez d’ar re varo : ar gristenien fidel a guita o c’herent en o bro evit mont da vizita beziou ar zænt ; paour ha pinvidic, bras ha bian en em brosternont evit enori relegou guir servicherien an Autrou Doue : rouanez Franç couls a rouanez Spagn en em laca var o daoulin var bez santes Jenovefa pehini ne oa nemet un diouallerez denved, ha var bez sant Isidor pehini, epad e vuez, ne oa nemet ul labourer paour… 4° Respeti o imachou. Adori a reomp ar c’hroaziou hac oll imachou hor Zalver ; enori a reomp ive imachou ar Verc’'hes ha re ar zænt, non pas, ma credfemp e ve vertus na divinite-ebet en imachou-se, na ma teuffemp da adori pe da enori ar c’hoat nac ar vein eus a bere ez-int græt ; mæs hepquen ar re a zo repræsantet dreizo. Lacat a rer en ilisou, eme ar pap sant Gregor, imachou hor Zalver ha re ar zænt evit ser-

  1. [Jo. Chrys., Homil. XXVI in Epist. II ad Cor.]