Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/156

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
124
doctrin ar guir gristen.

re o deus sec’het ; 2° receo an estranjourien ; 3° guisca ar paour ; 4° bizita ar re-glân hac ar brisonerien ; 5° prena ar gaptivet ; 6° sebelia ar re varo… Caret a dleomp hon nessa eveldomp hon-unan abalamour da Zoue : rac an dever quenta, an ini a gompren an oll deveriou-all en hon andret hon-unan eo an obligation hon deus d’en em garet hon-unan evel ma’z-eo dleet, da lavaret eo, abalamour da Zoue. Dre exempl : caret a reomp hor buez ; he c’honservi a fell deomp, non pas abalamour d’hor buez, nac abalamour d’an douçter a gavomp o veva, mæs evit he zremen o servicha Doue, e Ilis hac hon nessa, evit he sacrifia da Zoue bep-heur ha bep-moment dre’r boan hac ar binigen eus ar vuez-ma ; mæs en em garet hon-unan, abalamour deomp hon-unan, ho-ma-so ur garantez fall, noazus deomp hon-unan, injurius da Zoue ha pen-caus eus an oll bec’hejou. Rac-se hor Zalver a lavar alies deomp en e Aviel, renonç deomp hon-unan, castia hor c’horf ha douguen bemdez ar c’hroaziou a erruo gueneomp. Nep piou-bennac a gar e gorf, eme hor Zalver, er c’hollo [1] ; da lavaret eo, nep piou-bennac a fell dezan contanti dezirou direglet ha passionou e gorf, er c’hollo evit ar vuez eternel. Ar c’horf a zo henvel ous a ur servicher-fall pehini a oar er-fad penos en em gollo e-unan, o coll e væstr hac a guntunu cousgoude da ober an drouc ha d’en em deuler er fanq eus ar pec’het : henvel eo c’hoas ous ur marc’h re-vaguet pehini a ziscar hac a laz an ini en deus quemeret re a zourci anezan : er c’hontrol, an ini a gassa e gorf, er mir evit ar vuez eternel : qui amat animam suam perdet eam, qui autem odit animam suam in hoc mundo, in

  1. [N'ema ket en Avieloù.]