Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/154

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
122
doctrin ar guir gristen.

rantez a dle rên etouez an oll gristenien. 3° En em garet a dleomp c’hoas o veza maz-omp oll tud eus ar memes bro. Ama, var an douar, petra omp-ni oll, nemet estranjourien, tremenidi, pelerinet, hoguen ar seurt tud-ma a gustum en em garet, hac en em zicour, hac hennez eo ive hon dever. Ar Speret Santel a lavar deomp e-unan : en em garit, ha suportit gant patiantet an eil defautou eguile [1] ; an ini a zalc’h cassoni ous e vreur, na ell receo sacramant-ebet, mæs chom a ra en ur stad a varo dirac Doue. Ma ne garit quet ho preur pehini ho velit, penos e carrot-hu Doue pehini na velit quet ? eus ar garantez a rêno en o touez, e viot anavezet evit guir vugale da Jesus-Christ. Guelit, eme ar bayanet, o parlant ous ar gristenien guenta, guelit penos en em garont, betec beza præst da vervel an eil evit eguile ! [2] Mar en deus græt ho preur un drâ-bennac en hoc’h enep, eme hor Zalver, it d’e gaout hac en avertisset a gostez etre ên ha c’hui hepquen, mar ho selaou, cetu c’hui gouneet ho preur [3]. Baleit en e roc en hent eus a c’hourc’hemennou Doue hac e valeo var o lerc’h, hac o recompanç a vezo-bras meurbet ebars en êe… O veza tud eus ar memes bro e tleomp c’hoas caout truez an eil ous eguile. Consideromp er poënt-ma evel er poenchou-all exempl hor Zalver Jesus-Christ hac ini ar zænt : clevomp hor Salver o lavaret: truez am eus ouz ar bobl paour-ma pehini en deus va heuillet en desert, red eo rei dezan da zibri [4]. Piou a ell beza poaniet, eme an abostol sant Paul, hep ma vên poaniet va-unan ? [5] Sant Frances Xavier o veza cuëzet er mor, en em dên gant cals a boan, ha querquent a ma c’herru var bord an nod, e c’hou-

  1. […]
  2. [Tertul., Apol., 30.]
  3. [Matth. XVIII, 15.]
  4. [cf. Matth. XV, 2 ; Marc. VIII, 2-3.]
  5. [II. Cor. XI, 29.]