Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/153

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
121
eil loden.

penos er c’haront e guirionez, abalamour ma viront-mâd e lezen : qui habet mandata mea, et servat ea, ille est qui diligit me [1]. Guelit-mâd goude quemen-ma, a c’hui a gar e guirionez an Autrou Doue… Caret a dleomp hon nessa ; rac ama var an douar ez-omp-oll bugale d’ar memes tad, memprou eus ar memes corf, tud eus ar memes bro, ha dre eno, e tleomp caout truez an eil ouz eguile hac en em zicour en hon oll ezomou, quen spirituel quen temporel… 1° Oll ez-omp hugale d’ar memes tad : Doue dre’r vadiziant, en deus oll hon adoptet evit e vugale, dre fæçon maz-eus, evel-se etre’z-omp un henvelediguez barfet : henvelidiguez a c’hinivelez, o veza oll crouadurien d’ar memes tad : henvelidiguez a instruction, rac Doue en deus ordrenet preseg e Aviel deomp-oll : henvelediguez a hæritach, ar memes guir hon deus oll er harados dre vilitou Jesus-Christ : pebes ræzoniou evidomp d’en em garet ha d’en em istimout ! rac en ur famill ar vugale a bræpar ar bouëd, hac ar re a zourci eus al loened ne dint quet nebeutoc’h istimet, na neheutoc’h caret gant ho zad eguet ar vugale a ra ar marc’hajou pe en em gav e cargou huelloc’h. 2° Ur ræson-all evidomp da garet hon nessa eo abalamour ma’z-omp oll memprou eus ar memes corf, membra de membro [2]. Oll vemprou hor c’horf a zo unisset etrezo en ur fæçon an admirapla : an eil a zicour eguile, pep ini a ra e labour hep an disterra clem nac avi : dre exempl, al lagad ne dê quet avius eus a fonction an troad, nac an troad eus a fonctionou ar memprou-all, mæs en em zicour hac en em zouten a reont-oll : cetu aze un imach caër eus an union hac eus ar ga-

  1. [Joan. XIV, 21.]
  2. [I. Cor. XII, 27.]