Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/126

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
94
doctrin ar guir gristen.

disouffrus ; rac, eme an abostol [1], brema var an douar ez-omp henvel ous Adam, mæs goude ar resurrection e vezimp henvel ous Jesus-Christ pehini o veza ressuscitet na ell mui na souffr na mervel : d’an eil, corfou an dud just a vezo brillant ; henvel e vezint, eme sant Paul [2], ous ar stered a zo er firmamant, hac evel ma’z-eus stered pere a vrill muioc’h pe nebeutoc’h, evel-se ive corfou an dud just a vrillo muioc’h pe nebeutoc’h, hervez o œuvrou : d’an drede corfou an dud just a vezo quer scân ma c’hallint en ur zer-lagad, en em dransporti eus an eil plaç d’eguile, evel ma en em dransport sonch pe speret an den, rac corfou an dud salvet a vezo corfou spirituel hervez comzou an abostol : seminatur corpus animale, surget spiritale [3] ; d’ar bevare , corfou an dud just a vezo quer zoubl ma tremenint dre an objedou ar re galeta hep poan-ebet ; evel ma tremen squeud an heaul dre ar guêr ; evel-se hor Zalver a erruas en un instant etouez e ebestel, petra-bennac ma oa serret ha prennet-mâd dorojou an ty e pehini en em gavent goude e resurrection. Oh Doue ! peguer-caër e vezo eta corfou an dud just, deiz ar varn ! mæs ive peguer vil ha peguer mezus e vezo corfou ar re gollet ! deiz ar resurrection general a vezo eta un deiz a c’hloar evit ar re vâd, hac un deiz a gonfusion hac a vez evit ar re fall. P’heur e c’herruo an deiz-se ? Doue er goar ; mæs nac an dud var an douar, nac ar zænt, nac an ælez en êe n’o deus an anoudeguez a guemen-ma. Bezomp eta, ato præst ; greomp œuvrou-mâd ba mortifiomp hon oll vemprou; ar vortification-se a vezo evel an holen pehini a gonservo hor c’horfou hac o renta deiz ar varn pur ha caër evel an heaul.

  1. [Cf. I. Cor. XV, 22.]
  2. [I. Cor. XV, 40-41.]
  3. [I. Cor. XV, 44.]