Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/121

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
89
quenta loden.

lavaret : benniguet ra vezo an ini en deus roet ur galloud quer-bras d’an dud ! Benedictus Deus qui potestatem talem dedit hominibus ! [1] Ia , eme an abostol sant Paul, ar veleyen o deus recevet ar galloud da effaci ar pec’hejou, ha da reconcilia an den gant Doue : dedit nobis Deus ministerium reconciliationis [2] ; galloud admirabl, eme sant Ian-Chrisostom , pehini ne dê bet accordet gant Doue, na d’ar batriarchet, na d’ar brofetet, na d’an ælez memes ! [3]P etra da zongeal eus a ur medecin pehini a bareffe an oll dud clân en ur lavaret dezo : me ho rent pare ? Er c’honsideri a raffac’h, gant ræson, evel un den digacet gant Doue, dre ur miracl, etouez e bobl : cousgoude quemen-ma ne dê nemet ur squeuden dister eus ar galloud en deus recevet ar belec pehini a vel e quichen e dribunal tud a bere an eneou a zo clân ha marteze maro dirac Doue, ha da bere e ro ar vuez hac ar yec’het en ur lavaret : me a ro deoc’h an absolven eus ho pec’hejou, en hano an Tad, hac ar Mab, hac ar Speret Santel. N’en deo quet eta en e hano e-unan eo e teu ar belec da effaci ar pec’hejou, mæs en hano ha dre autorite Jesus-Christ a behini e talc’h ar plaç ; en hano ha dre autorite an Drindet adorabl. Ne dê quet ar veleyen eo a ro deomp ar remission eus nor pec’hejou, mæs Doue e-unan en o fersonach : ar veleyen ne dint nemet instrumanchou eus a bere en em zervich evit exerci en hon andret ar burzudou eus e drugarez infinit. An den a ell pardoni an offanç pe an injur en deus recevet, mæs Doue hepquen a ell pardoni an outrach a ra dezan ar pec’het. Evit accordi deomp ar bardon-se en deus instituet en e Ilis sacramanchou pere a zo evel mamennou

  1. [Matth. IX, 8.]
  2. [II. Cor. V, 18.]
  3. [Cf. Jo. Chrys., De sacerd., lib. III : ut potestatem habeant quam Deus neque angelis neque archangelis datam esse voluit.]