Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/120

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
88
doctrin ar guir gristen.

gant e viz var an douar. Ar Yuzevien pere a grede e lenne en o c’halon, en em dennas an eil goude eguile gant aoun na vize discleriet o fec’hejou o-unan, hac a lezas ar c’hreg reuseudic-ma. Hor Zalver, o veza en remerquet, a c’houlennas outy : penos eta, den nen deus ho condaonet ? Nan, emezi, Autrou, den : me n’ho condaonin quet quen-nebeud, eme hor Zalver; ho pec’hejou a zo pardonet deoc’h, iit ha na bec’hit mui [1]. Aroc pignat en êe, e roas d’e ebestel ar galloud da effaci ar pec’hejou, hac an urs d’er chommunica d’ho successoret, hac evel-se eus an eil d’eguile betec fin ar bed ; lavaret a reas dezo : recevit ar Speret Santel, ar re ho pezo absolvet var an douar a vezo ive absolvet en êe, hac ar re n’ho pezo quet absolvet var an douar, ne vizint quet quen-nebeud absolvet en êe [2]. Evel-se eo chomet, er guir Ilis, ar galloud da effaci ar pec’hejou, adalec an ebestel bete vrema, hac e chomo betec fin ar bed. An esquibien hac ar veleyen aprouet o deus recevet ar galloud incomprenabl da effaci, n’eus forç pe seurt pec’hejou, ha n’eus forç pe guellies a vech ; rac cetu ama ar respont a reas hor Zalver da sant Per pehini a c’houlenne diganthan ped guech e tleie pardoni d’e vreur : a seiz guech, e pardonin-me dezan, eme an abostol ? ne lavaran quet deoc’h seiz guech hepquen, eme hor Zalver, mæs quellies guech ma c’hanzavo e bec’het [3], gant glac’har da veza e gometet ha gant ur propos ferm d’en em bræservi anezan en amzer da zont.

II. O peguer consolant eo ar virionez-ma ! len a reomp en Aviel penos ar bobl a Israel o velet e oa rentet pare ar paralitic a oa bet præsantet d’hor Zalver, a gommanças da veuli Doue en ur

  1. [Joan. VIII, 5-11.]
  2. [Gw. Joan. XX, 22-23.]
  3. [Matth. XVIII, 21-22.]