Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/116

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
84
doctrin ar guir gristen.

hac o c’haret a reont e Doue dre ur garantez parfet. Er Scritur sacr e velomp penos ar profet Jeremi a apparissas azioc’h ar guær a Jerusalem o pedi Doue evit ar Yuzevien [1]. An ilisou, ar chapelou, an auteriou a zo savet, ar goueliou a zo instituet dre’r bed-oll, en enor d’ar Verc’hes, d’an ælez ha d’ar zænt, a zo mercou sclêr eus ar graçou o deus recevet an dud, e pep amzer, hac a recevont c’hoas bemdez digant Doue dre intercession ar zænt… An ilis militant, da lavaret eo, ar gristenien a zo var an douar, goude beza en em adresset d’ar zænt hac en em laqueet dindân o frotection evel dindân protection mignonet an Autrou Doue, a bed ive hac a dle pedi an eil evit eguile. Evel-se e lennomp er Scritur, penos Moyses hac Aaron a obtenas digant Doue, graç evit ar bobl a Israel [2], ha penos sant Per a voue dilivret eus e brison dre bedennou mâd ar gristenien [3]. Sant Paul e-unan a scriv d’an dud fidel eus e amzer, penos en devize sonch anezo en e oll bedennou [4], hac hirio en deiz, an oll gristenien vâd o deus sourci d’en em recommandi an eil da bedennou eguile, ha da bedi en effet an eil evit eguile… An ilis souffrant, da lavaret eo, eneou âr purcator, a receo sicour digant an ilis triomphant ha digant an ilis militant : sænt an êe a offr da Zoue evito militou Jesus-Christ, militou ar Verc’hes ha militou an oll dud eürus eus ar barados ; hac an ilis militant pe ar gristenien fidel var an douar, a offr o fedennou, o foaniou, o yuniou, o aluzennou, o c’hommunionou hac o oll œuvrou-mâd, evit pedi an Autrou Doue da verraat o zourmanchou er purcator ha d’o receo en e c’hloar. An eneou-mâd-ma, ur vech dilivret a

  1. [Gw. Jer. XVII, 19.]
  2. [Gw. Ex. XXXII, 11-14, 32-35 ; XXXIII, 12-17.]
  3. [Gw. Act. XII, 3-17.]
  4. [Gw. Rom. I, 9-10, ha lec’hioù all.]