Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/114

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
82
doctrin ar guir gristen.


Memes articl.
Communion ar Zænt.

I. Dre ar c’homzou-ma e roomp da anaout penos e credomp eo commun an oll madou spirituel etre an oll dud fidel a zo unisset assamblez, ha ne reont nemet ar memes corf a behini Jesus a zo ar pen invisibl hac hon tad santel ar pap ar pen visibl ; an union etre oll vemprou ar c’horf-ma a furm etrezo ur gommunaute a vadou spirituel, pehini a c’halvomp communion ar zænt. An oll dud fidel a zo hanvet sænt, abalamour ma’z-int bet oll santifiet dre ar vadiziant, hac abalamour maz-omp oll choaset gant Doue evit beza sænt : elegit nos ut essemus sancti [1]. Ar madou spirituel commun etre an oll dud fidel a zo : ar graçou en deus militet deomp Jesus-Christ dre e varo var ar groas ; militou ar Verc’hes Vari ha re ar zænt ; ar zacramanchou, pedennou hac œuvrou-mad an dud fidel : an oll vadou spirituel-se a furm un tenzor pehini a zo d’an Ilis, hac e pehini pep-unan eus ar gristenien en deus pers hervez ar stad e pehini en em gav : ar re a zo e stad a c’hraç, o deus perz en oll vadou spirituel eus an Ilis ; mæs ar re a zo e stad a bec’het marvel, ne recevont nemet ar sicourou a bere o deus ezom evit en em denna eus ar stad trist-se. Ar gristenien fidel a zo dre’r bed-oll, ar zænt a zo en êe, an eneou a zo er purcator, ne reont-oll assamblez nemet ur memes famill a behini Doue a zo an tad, hoguen evel ma labour ar vugale eus ar memes famill, evit mâd an ty, evel-se ive ar mâd a ra pep christen a zo profitabl d’an oll griste-

  1. [Eph. I, 4.]