Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/113

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
81
quenta loden.

evel-se an Testamant ancien hac an ini nevez, en ur guer, ar Scritur sacr, a vez lennet hac espliquet hirio eguis ma vezent lennet hac espliquet en amzer an ebestel.

5° Ar guir Ilis a zo hanvet romen, abalamour ma’z-eo gouarnet gant ar pap a Rom pehini en traou spirituel, a zo mæstr absolu an esquibien hac ar veleyen, evel ma’z-eo un tad a famill mæstr absolu e vugale hac oll dud e dy ; ar re-ma er poënchou diæz a c’houlen cuzul digant an tad a famill, evel-se ive an esquibien hac ar veleyen o deus recours d’ar pap, pa vez ezom… Un articl a feiz eo penos ar pap o veza successor da sant Per, en deus ar privilach quenta a enor hac a juridiction er guir Ilis : rac-se, e verq, da bep-unan eus an esquibien, an escopti pe ar vro, e pehini e c’hell ezerci ha lacat exerci ar fonctionou sacr… Sant Per, goude beza tremenet ur pennadic amzer er guær a Antioch, a choazas evit e zemeuranç ar guær a Rom, e pe leac’h eo bet merzeriet en amzer an impalaer Neron : abalamour da guemen-ma ar guær a Rom a vezo ato ar guær principal eus ar gristenach… Ar guir Ilis a bado betec fin ar bed, ha ne all quet fazia, abalamour d’ar bromessa en deus græt hor Zalver da chom bepret ganti, hac abalamour ma’z-eo cunduet gant ar Speret Santel : an daou articl-ma a zo articlou a feiz. Eürus eta an dud o deus ar bonor da veza eus ar guir Ilis ! enni e cavint ar virionez, ar guir sclerigen, hent ar barados !!!