Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/112

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
80
doctrin ar guir gristen.


1° Ar guir Ilis a zo unic : rac an oll dud fidel a bere eo composet ne reont oll nemet ar memes corf a behini Jesus-Christ a zo ar pen invisibl, hac hon tad santel ar pap ar pen visibl : dre’n oll broyou e creder ar memes guirionezou a feiz, e recever ar memes sacramanchou, hac e c’hoboisser d’ar memes pastoret legitim, da lavaret eo, d’an esquibien ha d’ar veleyen gouarnet gant ar Pap.

2° Ar guir Ilis a zo zantel : en e chef pehini eo Jesus-Christ, ar zourcen eus an oll zantelez ; en he memprou, abalamour ma tle caout ato en o zouez cals a zænt ha ma’z-omp oll galvet da veza zænt ; er zacramanchou pere a zantifi ar re o receo gant an dispositionou requis ; en he doctrin pehini hon doug d’ar pratic eus a bep seurt vertuziou hac a zisquez deomp hent ar barados. Beza ez-eus enni tud just ha pec’herien ; mæs an Ilis ne hean da gondaoni an drouc ha da veuli ar mâd.

3° Ar guir Ilis a zo catholic, da lavaret eo, squignet dre ar bed-oll. Abaoue ma’z-eo fontet ez-eus bet, ez-eus hac e vezo betec fin ar bed, e quement bro a zo dindan an heol, tud pere o deus credet hac heuiilet, ha tud pere a gredo hac a heuillio ar guirionezou desquet deomp gant Jesus-Christ ha gant e Ilis. Caout a rer payanet, hæretiquet ha schismatiquet e cals a vroyou, mæs dre ar bed-oll e caver christenien fidel.

4° Ar guir Ilis a zo apostolic, da lavaret eo, fontet gant an ebestel ha gouarnet gant o successoret pere eo an esquibien, laqueet gant ar Speret Santel evit-se : an Ilis a zo c’hoas apostolic, abalamour ma cred ha ma tesq d’ar re-all ar pez a grede hac a zesque d’an oll an ebestel o-unan ;