Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/111

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
79
quenta loden.

Ilis, a berisso etouez fallagriez ar bed, evel ma perissas, en amzer an diluch, an dud ne oant quet en arc’h Noe [1] ; un doctor-all eus an Ilis a lavar deomp penos n’en devezo quet Doue evit tad, an ini n’en devezo quet an Ilis evit mam [2] ; hac hor Zalver e-unan a zesq deomp penos an ini ne selaou quet an Ilis, a dle beza consideret evel ur payen hac ur publican [3]. N’ez-eus, eme an abostol sant Paul, nemet ur feiz, ur mæstr, ur vadiziant [4] ; an ini eta ne zent quet ous ar mæstr unic-se ; an ini ne ra quet eus ar feiz-se ar reglen eus e vuez ; an ini n’en deus quet recevet ar vadiziant-se, na ell quet beza salvet, rac an ini ne gred quet, eme hor Zalver, a vezo condaonet [5].

III. An Ilis a zo comparachet er Scritur gant ur c’hraou dênved a behini ur pastor unic a zo ar mæstr ; gant ur c’horf unic a behini Jesus-Christ a zo ar pen invisibl, hac hon tad santel ar pap ar pen visibl ; gant ur vezen unic pe ur venien ; hoguen quemen-se oll a zisquez sclêr penos na eller en em zavetei nemet er guir Ilis : ne dê quet nî, Jesus-Christ eo en deus prononcet ar zetanç-ma ; ni na reomp nemet crial : aparchantit ouz ar c’hraou, ous ar c’horf, ous ar vezen, ous ar vinien mysterius-ma ; antreit er vag pehini a dle ho cundui d’ar pors eürus eus ho silvidiguez, pe autramant e viot trec’het gant adversourien hoc’h ene hac e rencot perissa var ar mor dangerus eus ar bed !… Cetu ama pevar merq scler pere a ro deomp ar c’honcil a Gonstantinopl [6] evit diffaranti ar guir Ilis diouz a assambleou an hæretiquet hac ar schismatiquet pere a lavar ive penos o ilis a zo an ilis christen : ar guir Ilis a zo unic, santel, catholic, apostolic ha romen.

  1. [Cf. Aug., Enarr. in Ps. CXXVIII, 2 : Aliquando in sola domo Noe Ecclesia erat… (ha lec’hioù all).]
  2. [Cf. Cypr., De unit. eccles., VI : habere jam non potest Deum patrem, qui Ecclesiam non habet matrem ; ha kalz re-all d’e heul.]
  3. [Matth. XVIII, 17.]
  4. [Eph. IV, 5.]
  5. [Cf. Joan. III, 18 ; ha lec’hioù all.]
  6. [Eil konsil oikoumenek, 381.]