Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/109

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
77
quenta loden.

cramanchou  : dre’n oll broyou, an oll gristenien gatholic a gred eveldorap-nî ez-eus seiz sacramant ; o receo a reont, eveldomp, dre zezir ne en effet, hervez o fossubl… Lavaret a reomp er-fin : dre’r memes pastoret legitim, etc. : evit anaout hac int a zo legitim ar pastoret hac ar veleyen pere hor gouarn, n’hon deus nemet guelet hac ên a zo hor beleyen soumetet d’o escop, hac o escop d’ar pap pehini a zo ar chef visibl eus an Ilis, o veza ma’z-eo viquel Jesus-Christ var an douar. An Ilis a zo evet ur famill, hoguen en ur famill, ez-eus ur chef ; en ur rouantelez, ur roue ; en ur c’hanton, ur barner a beoc’h ; ar re-mâ a chouarn an dud a bere ez-int carguet evel ma c’houarn ar pap Ilis Jesus-Christ. Ur roue o veza na ell quet beza dre-oll, a laca en e blaç letanantet, oficerien, barnourien a beoc’h, etc. ; er memes tra, o veza ma’z-eo bras ar bed, ma’z-eus c’hristenien en oll broyou ha ma na ell quet ar pap beilla varnezo oll dreizan e-unan, e caçz a berz Jesus Christ tud pere a bartach e autorite var ar gristenien, ha da bere e verq al lodennou-douar pe ar c’harteriou a dle en em zoumeti dezo : evel-se en amzer-ma ez-eus, tost da vâd, mui pe nebeutoc’h e Franç, un escopti bep departamant : an escop a receo dre e garg ur galloud da rei an urzou sacr d’an dud yaouanq a vez praesantet dezan evit o receo : o c’haç a ra er paressiou, lod da bersonet, lod-all da veleyen simpl : diganthan e recevont-oll ar bermission da breseg an Aviel, da goës, da rei ar sacramanchou ha da exerci ar fonctionou sacr ; dre fæçon un escop, evit beza mâd, a dle beza aprouet ha digacet gant ar pap ; hac ar veleyen evit beza ive