Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/107

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
75
quenta loden.

en em briva eus ar madou, an enoriou hac ar plijaduresou difennet-se, ha cousgoude ar brivation anezo eo a ra hirio va c’hontantamant ha va bonor ! [1] Ar Speret Santel eo a c’houarn hac a zifen Ilis Jesus-Cnrist, a enep pehini dorojou an ifern, ne allint birviquen netra : ên eo en deus græt ar verzerien, da lavaret eo, en deus roet dezo an ners da anduri pep tra evit Doue ha da drec’hi ar c’hruella tourmanchou ; en eo a zouten hac a guelen ar vissionerien hac a zispos anezo evel ma plich ganthan. Eürus ar re a heuill gant joa e inspirationou divin, rac dreizan eo e tisquen varnomp an oll graçou hac an oll donæsonou parfet !

Navet articl.
Me gred en Ilis Santel, Catholic, Apostolic ha Romen : Communion ar Zænt.

Me gred… Dre’r c’homzou-ma e reomp profession da gredi ez-eus ur guir Ilis, ha da gredi quement a bropos deomp an Ilis-ma da gredi, eus a berz Doue… Ar guir Ilis a zo un assamble visibl eus an dud fidel, unisset dre ar memes feiz, dre ar memes sacramanchou, dre ar zoumission d’ar memes pastoret legitim, digacet ha gouarnet gant hon tad santel ar pap,viquel Jesus-Christ var an douar.

I. Ar guær Ilis a sinifi assamble, societe, congregation ; evel-se ar roue David a lavar en deus horrol eus a assamble ar re fall : odivi ecclesiam malignantium [2]. N’ez-eo quet eta an touriou, an toennou, ar vein berniet an eil var eguile eo an ilis en he signification veritabl : ar pez a c’hal-

  1. [Cf. Aug., Confess. VI, 6 (dre vras).]
  2. [Ps. XXV, 5.]