Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/106

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
74
doctrin ar guir gristen.

vomp continuelamant hac e pep leac’h digant Doue evit ober ar mâd hac en em zavetei. Ar Speret Santel a zo admirabl en e zonæsonou : en em zervichout a ra eus a bep seurt moyennou interior hac exterior evit hor gounit. Interioramant eo e santomp da guenta ar zicour eus e vadelez, eme sant Augustin. Hon alia a ra da ober ar mâd : scleraat a ra hor speret; tôma a ra hor c’halonou : rei a ra deomp inspirationou, songesonou, santimanchou zantel pere a douch ac’hanomp : lacat a ra en hor speret hac en hor c’halon an horrol diouz ar pec’het hac ar spount rac jujamanchou Doue… Hor zicour a ra ive exterioramant, dre al lectouriou-mâd, dre an exemplou caër a velomp, dre an instructionou santel a glevomp, dre ar sacramanchou hac an avisou-mâd a recevomp; a vechou-all e sco goustadic ac’hanomp dre unan-bennac eus a voaligner e justiç, evit hon dihuni ha disquez deomp an abym var bord pehini e couscomp diremorç : evel-se e permet e c’heruffe gueneomp accidanchou ha collou-bras ; e vessemp goapeet, dispriset, calomniet ; pe autramant e colfemp unan-bennac eus hor c’herent-nessa, ha quemen-se oll, evit hon distaga eus an traou crouet, evit hor gounit hac hor zavetei… Na ellomp netra ac’hanomp hon-unan, en lavaret hon eus , hac er c’hompren a reomp ; mæs quement-so a deu da veza possubl hac æz deomp dre zicour ar Speret Santel : ar pez a rê heuz hac horrol d'în diaguent, eme an den zantel Job, a ra brema, dre c’hraç Doue, va joa ha va c’hontantamant [1]. Sant Paul a lavar ive penos e oa e galon leun a joa, etouez e oll dourmanchou [2]. Ne greden quet, eme sant Augustin, em bize gallet

  1. […]
  2. [Cf. Act. XIV, 16.]