Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/104

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
72
doctrin ar guir gristen.

Ar Speret Santel eo en deus santifiet sant Ian-Badezour, ar Verc’hes Vari, an ebestel, hac a zantifi c’hoas e Ilis hac he oll vemprou… Ac’hanomp hon-unan na ellomp ober netra en urz eus ar silvidiguez : n’ez-omp quet evit prononç, evel ma’z-eo dleet an hano a Jesus, nemet dre zicour ar Speret Santel : diganthan eo e recevomp pep tra : en eo a ro deomp graçou ha sicourou ar re breciussa. Ar c’hraç a zo un donæson a Zoue, roet deomp dre vilitou Jesus-Christ evit ober hor silvidiguez : beza ez-eo ur zonch, ur mouvamant santel, ur zicour dreist-natur pehini a ro Doue deomp evit ober œuvrou-mâd, hac evit en em zavetei. N’en deus netra var an douar quer precius ha graç an Autrou Doue ; oll vadou ar bed comparachet ganthy, a zo disterroc’h eguet ar fanq eus an hent. Beza ez-eus diou seurt graçou pere a zo o diou donæsonou ar Speret Santel : ar c’hraç habituel pe santifiant, hac ar c’hraç actuel.

III. Ar c’hraç habituel pe santifiant eo ar c’hraç a chom gueneomp, a burifi ac’hanomp eus hor pec’hejou hac hon rent just hac agreabl dirac daoulagad an Autrou Doue. N’en deus netra quer caër hac un ene ornet eus ar c’hraç santifiant : an tri ferson adorabl eus an Drindet santel he c’honsider evel an objet eus o c’homplezançou hac a ra o demeuranç enny : beza ez-eo eta templ beo ar Speret Santel ; beva a ra, pe evit lavaret mâd, ne de quet hi eo a vev, mæs Doue eo a vev enni : henvel eo ous ur vezen plantet var bord an dour pehini a ro e bleûn hac e frouez en e amzer : ous ul lestr carguet eus a bep seurt marc’hadourez ar re breciussa : ous ur peç-douar e pehini ez-eus cuzet un tenzor ar c’haëra : benniguet eo an hent