Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/645

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

, guinidic eus a Icoon, en em gonvertissas d’ar feiz en ur assista en instructionou ha predicationou an abostol sant Paul. Er memes devez ma en em rentas christenes, a renoncas d’ar bed ha d’e oll va-niteou; eus a neuse he guiscamañt a voe simpl ha modest-bras, tremen a ree an darn vuya eus he am-ser er solilud hac en oraesoun; hac e oll studi a oa da veva hervez ar reglennou hac ar c’husuliou parfeta eus an aviel, hac a reas veu a virginite. Evel ma voe goulennet diganti perac a veve evélse quen retiret, ha ma cenche guiz he guiscamant, a reSpontas : Ne gavan quet acoalch a amser evit tru-garecât Doue eus ar c hrag en deus grait din da veza christenes, hac er galite-ze ez oùn obliget da gundui ur vuez humbl. Quemense o veza bet rapportet d’ar gouarner, a reas é arreti, hac a ordrenas dezi mont da adori an Doueou, dindan boan da veza devet e beo; o veza respontet ne adorze birviquen nemet ar guir Doue, a oue preparet un tan horrubl evite devi. Ar Santes en ur ober sin ar groas gant ur feiz cre hac ur fizianc; vras e Doue, en em strincas e creiz ar flamm, hac a sortias heb drouc ebet; an oll a oue souezet o- velet ar burzud-ze, ha den na gredas lacât an dorn var an hini a oa respelet memes gant an tan. Ar verc’h santel oc’h en em gaout libr, en em dennas en un tyeguez christen, e pelec’h na heane o contempli nôs ha-deiz ar visericord a Zoue en e andret, hac o castya he c’horf dre ar yun ha dre ar binigen. Urt maread-amser goudese ur gouarner-all e c’hon-daunas da veza exposet d’al leonet, cvit beza divoret; ar santes pa Velas al leonet o tont etrezec enni, a Digitized by Guengvh. Saktgs Teôla.