Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/636

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

gouarner : ô dounder eus a secrejou Doue! Gantaoun rac disgrac an Ampalaer e roas urz d’e officerien da hasla execution e setanc. O verzerinly a erruas var dro ar bloas 280. Cônservi a rêr er guaer a Naples corf sant Janvier en ilis calhedral, e pelec’h ez eo enoret gant cals a zevolion. Eno e conserver ivez ur vuret leun eus e goad; ha dre ur miracl, pehini a bad bepret abaoue buspen pevarzec-cant vloaz, ar goad-ze pouioudennet, querquent a ma voe tosteet ouz penn ar merzer sanlel, a-zeu d’en em domma ha da virvi evel ur goad beo. REFLEXION. Piou n’en devize quet credet e vize en em gonver-tisset an tyrant-se goude bcza collet e zaoufagad e punition eus e grueldet en andret Sant Janvier; ha recevet ar guelet dre bedennou ar memes Sant. Dre ar miracl-se grét en e andret, un infinite a re-all en em gonvertissas, hac èn e-unan n’en em gonvertissas quet. Petra voa causP Allas! E galon a voa caledet. 3Sfe d’ê quet heb raesoun a lavar Abraham penaus an nep na chezlaou quet Moyses nac ar brofedet, na gredont quetquen neubeut, na pa zeuffe memes unan eus ar re varo da ressuscita. Peguen trist eo stad ur pec’her obstinel! Ha peguen difticil eo e gonversion! An uguentvet devez a viz Guengolo. SANT EUSTAICH, MERZER. JLustaich a oa un officer bras eus an arme an Am-palaer Vespasien, petra bennâc ma voa payen, na voa quet cousgoude direglet en e vuez; den honest a voa en e gondition, un den moderet, ha prest da ober pligeadur da pep-unan. Un devez en. ur chas-seal e voe soueset bras o velet ur c’haro dirazân, var benn pehini e remercas ur grucify, hac er me-mes amser e clcvas ur voes miraculus pchini a la« Digitized by G70 Saxt