Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/223

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
216
24 Meurs.
Sant Lubin.

devoa ar pautric paour da zisqui, hac a vercas dezàn guella ma ellas al liserennou. Ar c’hrouadur, o vont hac o tont, a selle bepred ous e liserennou evit o c’hompren hervez e bossubl. E dad, o velet ar c’hoant en devoa da zisqui, en lacaas er scol, hac e teuas habil e ber amser.

Instruet muy dre ar C’hraç eguet dre al levriou, en devoâ avi ous ar re pere, pell dious ambaras ar bed, o devoa an oll amser da studia en o silvidiguez ha da gontempli e repos ar Mysteriou santel : quemense a reas dezâ, goude beza bet conge eus e dad hac e vam, en em retiras en ur Gouent. Evel m’en devoa eno cals a exerçicou, ha ma voa carguet eus a gals labour bemdez, e quemere var e gousq an amser a ree d’ar study.

Eiz vloaz a oa ma cundue er Gouent-se ur vuez humbl ha fervant, pa zeuas c’hoant dezâ da vont da velet Sant Avy Hermit, evit disqui gant-àn an hent eus an huela perfection. Partial a reas gant conge e Superior. Sant Avy en recevas gant cals a garantez, hac a guemeras sourci d’e instrui var ar pez a zesire ; ha souden e teuas d’e gonsideri evel e Væstr er vuez spirituel.

Doue a zisquezas ive e santelez dre gals a Viraclou. Raportet ê penaus en amser m’en em brepare an dud da vidi an ydou, e savas un avel hac un tourmant quen horrubl ma voa danger ne dazie peb-tra da goll. An Den Doue-mâ, touichet o consideri an domaich hac ar revin da behini ez oa exposet ar c’harter, en em lequeas en Oræsoun, hac o veza taulet en aer un neubeut eol, pehini en devoa benniguet, an tourmant a heanas en un instant.

An Escop eus ar Guær a Chartr o veza maro, ar Roue Childeber a broposas Sant Lubin evit derc’hel e blaç. An oll a aznavezas scler ar volontez a Zoue er choas en devoa gr’t ar Prinç ; mæs ne voe quet facil trec’hi humilite ar Sant, pehini ne alle quet consanti beza Escop, quement en em gave indin eus ur garg quer bras. Mæs ret oue dezan erfin en em renta da urz ar Roue ha d’an desir o devoa an dud a ilis hac an oll bobl d’e gaout evit Pastor.