Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1857.djvu/748

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

16 Que/ZU. amser; n’er guelet nemeur var e zaoulin dirag e Gru-cify, pe dirag ar Sacramant, na vihe credet e vize ravis-set en extas, ac an daélou pere a zivere neuse eus e zaoulagad , a ziscjuee ar santimanchou a garantez eus e galon. K superioret o veza deut da anaout e dalant bras evit ar preaication, er c’hassas da brezeg ê meur a bla^; ac e sermoniou a broduas ê peb-lec’h frouez admirabl. Con-tracti â reas un amitie particulier gant Sant Bernardin a Sieen, ac e sicour a eure da lacât ar reform ê Urz Sant Frances. Ar Pap Nicolas pempvet er greas Commisser Apostoliq en Allemaign, ê Bohêm, ê Poloign ac en Hon-, grii; convertissa a reas en oll broïou-ze un nombr bras a bec’herien, ac ispicial a Heretiquet. Erfin oaget a un-nec vloaz ha tri-uguent e varvas ê Couent Villec en Hon-grii, er bloaz i456. REFLEXION. An adversite, an aflictionou, drouc-c’hrac ar bed, a so avan-tajus, pa ouzer profita anezo evit e silvidiguez. Peguen avan-tajus eo bet da Yan Capistran e zisgrac ? Tremen a reas eus er prison d’ar Gouent, ac eus ar Gouent d’an Eê. Eürus an avel ac an tourmant pere hon taul er porz assuret! Ne deus adversite ebet a guement na vez ur voyen a silvidiguez da nep a youâr ober un usaich mad anezi. Caout ur brosperite continuel ebars er bed, a so alies ur merq a reprobation. Eil Reflexion. Ne allomp quet anaout guell a ny hon eus ur guir garantez evit Doue, eguet en amser an adversite ; naturel eo e garet queït a ma teu d’hor c’harga a gonsolationou, a va-dou ac a faveuriou ; maes beza fidel da Zoue, ac e servicha gant couraich en amser ma teu d’hon lesel er boan, en afliction, er sec’hof spirituel a so ur merq eus ür galon generus, ac eus ur garantez pur ha parfet. , mm 18 Quer%u. SAffT JULIAN SABA