Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1857.djvu/747

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

ISTRAN 7&S roet dezan ur garg enorabl a Justic. En emacquita a ree en e garg gant enoi ha gant lealdet, beza ez oa estimet ha respetetgantpep-unan, enem blijout a ree eus efor-tun, ha beva a ree en e aez ac ê prosperite. Maes Doue peini n’en devoa quet roet dezâ caliteou quer caér evit ober anezan un esclaf eus ar bed, a renversas ar brospe-rite tromplus-se, aca reasdeZa caout ezisplijaduretouez memes e blijadurezou. Sevel a eure bresel etre ar Guaer a Berouz ac ar Roue eus a Napl, Yan Capistran a labouras cals evit lacât ar peoch, an dra-ze a «reas da Habitantet Perouz e soup-coni da veza a-unan gant Roue Napi; e arreti a rezont ac e lacât er prison, ê pelec’h e teportas pelbamser, maes inutilamant, ma teuzie ar Roue-ze da ober un dra benac evit procuri dezâ al liberte,peini n’en devoa collet ne-metevit renta servich dezân. Ao ingrateri-ze eus ar Roue, a reas dezâ ober reflexion var an neubeut a so da genta var ar faveur ac amitie ar re vras, ha var an inconstane eus ar bed ; o santout neuse un dipit secret da veza ser-vichet ar bed queit amser, equemerasar resolution d’en em rei oll da servich Doue. Evel neoue cavet testeni na preuf ebet en e enep, e oue lequeet erfin ê maes a brison; en ur sortial ac^hano cz eas rac-eon da ur Gouent eus a Urz Sant Frances evit goulen beza recevet. Maes an Tad gardien o caout aoun na vise e resolution nemet an effet eus un dipit peini a alze tremen souden, a eprouvas e Vocation dre ar pez a songeas a humilianta. Ober a reas dezân ober tro Quaer gant un habit fall, var beini e oa scrivet ê lizerennou vras e voa ur c’hriminel leun a bec’hejou. An amprou-ze a ïoa rust evit un den a dregontvloaz peini a dremene er c’harter evit un deri a enor, ac evit un den a speret; maes evel m’en devoa renoncet a-grenn da c’hloar ar bed , e reas ar pez a ba ordrenet dezân, joaüs da gabut an occasion-ze da vouga en e galon bete an distera santimant eus ar gloar monden. Goude e brofession, e v#ez ne oue casi nemet ur yun continuel; chom a reas c’huec’h vloaz ha tregont eb di-bri tam quiq, ha ne gousque ordinal nemet teir heur- 736 * SAMT YAN CAPISTRAN.