Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1857.djvu/736

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

An unecvet devez a viz Querzu. SANT DAMAAS, PAP. Alr Sant-mâ guinidic eus a Spaign, a veritas dre e ver-tuz, dre e speret ha dre e sauiant bras beza graet Diacr eus an Ilis a Rôm. Ar Pap Libeer o veza bet condaou-net d’an exil evit ar Feiz, e partias gantâ evit e accom-paigni en e exil ê pelec’h e ree oll gonsolation ar Pap santel, peini en em servichas iye bepret eus e avis en af-feriou important eus an Ilis. Goude maro ar Pap, e oue ehoaset evel an digna evit derc’hel e bla^. An oll dud vad[a drugarecaas Doue da veza roet dezo ur pastor quer parfet, ha quer capabl dre e santelez ha dre e sauiant da drec’hi adversourien an Ilis. Cousgoude ur vanden dud diraeson ha goal-intantionet, drouc-contant eus ar choas a oa graet anezâ, dre ma felle^ dezo caout un all evit Pap, a glascas d’e zicriâl, en ur la-varet anezângoassa ma elzont, bete ma savas un division vras. Ar Sant o velet quemeñse en em ofras da zilesel e garg evit maga ar peoc’h. Maes evel ma voe anavezet ar faussoni eus a guement o d^evoa lavaret ar goal-deaudon • ze, e chommas ê peoc’h ar Pap santel, peini o fardonnas. Petra benac ma voa ar sourci ac ar fermete en devoa betatau ar Sant-mâ, da ober observi Ordrenancou ha Re-glennou an Jlis, a ïoa bet occasion d’ati dud fall-ze da rebellien e^nep, ha da falloute revus evit Pap; cous-goude nezeuas morse da lausquât na da lentat, pa oa question eus a c’hloar Doue, ac a hini an Ilis. Ober a eure ur Reglamant evit an dud a Ilis , ac Ordrenan^ou evit ar bobl; ha beilla a ree evit ober o niiret. Evit stardaat ha cimanti ar peoc’h, peini en devoa procuret d’an Uis dre e zêl ardant, dre e sourciou ac e labourou bras, e reas assambli ut Choncil, ê peini en em gavas Sant Ambroas eus ar Guaer a Vilan, Sant Va-, lerien eus a Aquilee, Sant Ascool a Dessaloniq, ha Sant Jerôm, peini a chomas gantâ evit servichout dezan da