Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1857.djvu/735

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

guent Homelii graet gantâ, da lavaret e, instructionou pe sermoniou. Ar Pastor santel-mâ o veza cavet ur go^l gustum eta-blisset ê Raveen da ober certen c’hoariou ha dansou d’an deiz cpienta eus ar bloaz, a lammas ar guiz fall-ze dre voyen ur sermon crê ha touchant, ê peini e touez cals a draou-all, e lavaras penaus ar re a fell dezo en em zivertissa er bed-mâ gant an drouc-speret, ne allint quet en em rejouissa er bed-all gant Jesus-Christ. Prezeg a rèe gant quement a nerz ha, gant queraent a ardeur, ma vancas un deiz e vowez dezâ ê creiz e sermon ; e oll auditoret touchet o velet ar boan a guemere d’o instrui, a gomman<;as neuse da vouela ha da c’houïen pardon digant Doue, en hevelep fae<jon ma teuas an Es-cop santel da renta gracou da ^oue dre m’en devoa bet ar c’holi-ze eus e vouez un effet quer mad ha quer pro-fitabl. Goude beza gouvernet santelamant e Escopti etro trivec’h vloaz, e varvas gant ur peoc’h bras var dro ar bloaz 45o. re f l e x10 N. Var an deveriou, var an obligationou eus ar stat ê peini e veyomp e vezimp barnet un deiz. Peguement a dud so cous-goude, pere ne reont quet a reflexion var ur pqjent cnien im-portant ? Pebes cont n’hor bezo-ni quet da renta da Zoue var quemense pep-unan ac^hanomp ! Chui dre exempl, tadouha mammou, a responto dirac Doue evit ho pugale; renta a reot cont eus ar sourci a dleit caout anezo, d’o instrui, d’o c^hêlen, da ober dezo lavaret o fedennou dious ar mintin ha dious an nôs, d’o c’hac d’an Oferen, d’ar c’hatecis, da gôfes; d’o c’hor-rigea pa vent immodest en Ilis, pa dount Doue, pa hentont goal gompaignunez; ma oc^h-eus-èn graet, pebes gloar, pebes curunen evidoc’h 1 maes m’ar oc’h-eus manquet d’e ober, pe seurt poan, pe seurt tourmant, siouaz ! 7t4 sant damaas. 11 Querzu.