Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1857.djvu/696

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

X VALOI. tO Du. vue en desert a ioarust ha mQrtifiet meurbet; maes è creiz e binigen e galon a dânvee un dou^der delicius dre an abondanc eüs ar gonsolationou diyin. Esper en devoa achui e amser en e solkud, ac e oll ambition a ïoa da veva ha da vervel dianaveet gant an dud, maes Doue en devoa un dessein-ali var-nezan. Un doctor yaouanc eus a Baris hanvet Yan a Matba, var ar brud en devoa clevet eus a vertu Sant Felix, a zeuas d’e gavout en desert, cundui a résont assambles ur vuez angeliq, ac o daou o devoa ar memes ferveur, ac ar me-mes carantez evit Dôue. Da-benn ur maread-araser Sant Yan a Matha a ziscle-rias dezan ur vision en devoa bet en e Oferen guenta, ac an inspiration a sante bepret da labourat evit dilivra ar Gaptivet; Sant Felix o veza e âssuret e voa volontez Doue ma teuzent da antrepren un euvr quer mad, e sonchsont a barfetet da guemer ar moyennou da executi o dessein. Mont a resont da Rôm, ê pelec’h ar Pap Inno-«jant trede eus an hano, a aprouvas o institut, hanvet Urz an Drindet Santel, pe Urz Redamption ar Gaptivet,# peini a so quen avantajus d’ar gristenien pere en em gâf ê captivite didan an Infidelet. Souden goude e resont se-vel ur Gouent hanvet Gerfroad, peini a gonsidere evel an hini principal eus an Urz. Er Gouent-se e recevas Sant Felix abars mervel, ur faveur special digant ar Verc’hes Santel. En nôs dia-guent Gouel Maria Guengolo, abars ma voa en em ren-tet ar Religiuset en Ilis evit cana an Ofi^, Felix en ur antren er C’heur a velas enoar Verc’hes Varygantun nombr bras a ^Elet en dro dezy, pere a gane ur musiq melodius; unan anezo èn avertissas eus an deiz eus e varo eürus, peini a erruas er bloaz 1212, er bemvet bloavez ha pevar-uguent eus e oad. REFLEXION. Sant Felix goude beza quemeret ar resolution da renonc da c’hloar ar bed, a drec’has gant ur gburaich vras ha constant, quement a elle e zistrei dious e resolution. Ne de quet|rvoalc’h quemeret resolutionou-mad ha santel, ret e o lacât ê pratiq, ret « bezaferm ha constant en e resolutionou.