Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1857.djvu/682

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

s. 13 Dlt. An trizecvet devez a viz Du. SANT DIDAS, EUS AURZS. FRANCES S ant Didas a ïoa guinrdie eiis a Spaign. E guerent pere ne voant quet pinvidic a vadou ar bed, o velet n’o de-* voa quet cals a dra da rei un deiz do map, a guemeras cals asourci d’en instrui ha d’en elevi êdougeanc Doue. En amser ma edo c’hoas yaouanc ez eas da gavout ur Belec santel eus e garter, evit e bidi d’e receo en e dy, ha d’e zisqui da servicha ervad an Autrou-Doue. Cun-dui a reas gant ar Belee-se ur vuez penitant ha mortifiet; tremen a ree bemdez un amser vras en Oraeson; ha pe seurt labour bennac a ree, e sonch a oa bepred ê Doue ; evel n’en devoa ivenemet Doue en e galon, ne barlante nemet a Zoue, eb en em blijout morse o parlanta draall ebet. Da-benn ur maread-amser, an desir en devoa da bel-» laat dious ar bed a reas dezâ mont d’en em offr da Reli-> giuset Sant Frances, evit servicha er Gouent ê qualite a Vreur. O veza bet recevet e roas d’an oll Religiuset exemplou bras a humilite, a vortification, ac a garantez christen; obeissa a ree d’e Superioret evel da Zoue me-mes; pratica a ree pinigennou quer rust, ma rede ar goad dious e gorf. E zevotion evit ar Verc’hes Vary a ree dezâ celebri he Goueliou gant ur joa dreist-ordinal, ha yunbep Sadorn divar bara ha dour en he enor. Ar siïjet ordinal euseOraeson aioa Myster ar Bassion, con-templi a ree ar Myster bras-mâ o terc’hel e Grucify en e zorn; ac e garantez evit Jesus-Christ a ïoa neuse quen ardant, ma vize alies extasiet. Ne voa quet bet er studi, maes-recevet en devoa di-gaht Doue ur squiant ac ur sclerigen surnaturel. E Si^-perioret oc’h anaout e virit ac e santelez, er c’hassas da Ganarii, evit beza Gardien ha Superieur eus ur Gouent o devoa eno. Didas a recevas ar garg-se evel nn obliga-tion evintâ da veza humploc’h, ha fideloc’h da viret an