Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1857.djvu/68

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

CONVEBSION S. PAÜL. 25 Guenver Conversion admirahl Sant Paül, peini goude beza bet un adversour bras d’ar Religion Gristen, ac ur Per-secuteur cruel eus an Uis, en deus chenchet* en hevelep faecon, ma zedeutdre c’hrag ha dre visericord an Au-trou Doue/da veza ar souten ac un Doctor bras eus an Ilis, ac unan eus ar brassa Ebestel. Ar Sant-mâ hanvet Saùl abars e Gonversion, guinidic eus ar Guaer â Dars, eus a Dribu Benjamin, ganet ha maguet ê Religion ar Yu/evien, a guemeras ur gassoni èstrainch ous ar Gristenien, ac en em lequas d’o ferse-cuti. Antren a ree en tyes evit en em sesia a guement a gave anezo; ober a ree o frisonnia ac o e’harga a cha-dennou. O veza clevet penaus e cresque bemdez an nombr eus ar Gristenien er Guaer a Damâs, e partias evit mont d’o arreti ha d’o diga^ prisonerien da Jerusalem. Pa voe arru taust da Guaer e savas en un taul ur sclerder vras en dro dezâ, hac e clevas ur yopez peini a lavare : Saul, Saul, perac-em persecutes-te? Sesiet e voe gantspount, ac en ur goueza var an douar e lavaras : piou oc’h-u, Autrou? *Quer buan goude e clevas ar c’homsou-mâ : beza ez oiin Jesus peini a bersecutes; neuse e lavaras en ur grena : Autrou, petra a blich gueneoc’h-u a raén-me ? Savit, eme hor SatVer ac antreit e Quaer, eno e vezo lavaret d’eoc’h petra a rencot ober. Sevel a eure, maes ne vele banne, petra benac ma voa digor e zaoulagat; ha ret voe d’an dud a ïoa en e gompaignunez e rên dre an dorn bete ar Guaer a Damas, ê pelec’h e chomas tri devez eb guelet, eb dibri nac eva. Jesus-Christ a apparissas en ur vision da Ananii, ac a ordrenas dezâ mont da glasq Saul eus ar Guaer a Dars, peini a voa ê ty Jüd, oc’h ober Oneson : iit, emezân, car choaset em eus-èn evit prezec va Hano dirag an Natio-nou eus ar Bed, dirag ar Rouane eus an Douar, ha dirag ar bobl a Israél; ha me a raï dezan anaout peguement e renco soufr evit va hano. Ananii o veza eét d’e gavout, a lavaras en ur asten e zaou-zorn varnezân : Saul, va breur, Jesus Salver ar