Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1857.djvu/672

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

660 SANT FLORAND. 7 Du durant ma santer e galon troublet gant ar goler; ret eo gortos ma vezo tremenet ar gahouat-se, ha ma vezo calmet ho speret. An eizvet devez a viz Du. SANT GODEFROA, ESCOP. Ar Sant-mâ.a ïoa guinidic eus a Escopti Soasson. E dad o veza e lequeet abred en ur Gouent evit ober e instrui, e acquet ac e zilijan§ da studia èn rentas habil ê ber-amser, ac evel ifen devoa quen intantion en e oll stu-diou, nemet da acquisita squiant ar Saent, è teuas ive da veza devot-bras, ac un exempl a vertu. E galonen em gave quen tenereet er ferveur eus e Oraeson, ma oa rêt eteuzze e zaleou da voderi an ardeur eusan tâudivin gant peini e oa anflammet. An Tad superieur o velet e ferveur dreist-ordinal., a reas dezâ an Habit a Religius. An desir en devoa da imita Jesus-Christ a reas dezâ eus an oad a bemzec vloaz cun-dui ur vuez crucifiet; castya a ree egorfdre ar binigen, ha mortifia e squianchou naturel en hêvelep fae^on na c^hoarvee morse gantâ ober sell ebet dre guriositej na la-varet coms ebet-inutil. O veza bet carguet da servicha ar Religiuset clân, er greas bepret gant ur garantez admi-rabl; quen drant ha quer joaüs e oa en o c’hichen, ha quer serviabl, ma teuent da joaüssat oc’h e velet. Ar c’harter a Soasson o veza afliget dre ur sec hor ac ur mervent bras , quen etouez an dud , quên etouez al loenet, an Escop peini a anaye ez oa quemense ur buni-tion a Zoue, en devoe recours d’ar Sant-mâ, ac er pedas da zont da sicour e Escopti peini a edo en un desolation ar vrassa. En em renta a eure eb dale, ha goude beza pedet evit ar bobl afliget-se, e pignas er Gador evit exhorti an oll da implori misericord an Autrou-Doue ; queit a ma ree d’e auditoret scuilla cals a zaelou, e teuas glao gant quement a abondan^, ma rede an dovrr è peblec’h.