Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1857.djvu/664

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

SANT CIIARLES BOROMEE. 4 Du ul lectur spirituel, ac ar servicherien a dostee pep miz ous ar Sacramanchou. Goudebeza lequeet ur reglamant quer caér en e dy, e lequeas an urz admirabl e touez an dud a Ilis eus ar Guaer a Vilan, ha guelet e oue souden an Otïc ac ar Sa-crifnj divin celebret gant ur respet ac un devotioh edi-ftant-bras. Goudese e visitas e oll Escopti, e vigilan^ ac e sourci pastoral a reas dezâ anaout an oll ezomou quên spirituel quên temporel cus e bobl; ac e pourveas da bep-tra dre e zêl ardant, ha dre e alusennou bras. Rei a reas ur rent evit antreteni Mistri scôl ê pep Parres eus ar Guaer a Vilan evit instrui ar vugale, hep coustout ne-tra d’o c’herent. * Fonta a eure en e Escopti c’huec’h Saeminer evit ins-trui an dud yaouanc, o disposi da receo an Urzou, ac o renta dign da servicha an Ilis. Ober a reas sevel ê meur a blaq Hospitaliou, da befee distribue an darn vuya eus e vadou. O veza guerzet darn eus e heritaich evit ar somm a zaou-uguent mil scoet, e roas ar memes devez an oll arc’hant-se d’e Hospitaliou ha d’ar béaurien me-zus. Ar Guaer a Vilan o veza afliget gant ar Vocenn e ver-zas e oll-veubl bete e vele evit soulagi e bobl, o cous-quet e-unan var un neubeut plous, côfes a ree ar re glan, ha cass dezo ar Safcramant ac an Noen ; goude beza exhor-tet an oll da galmi ar goler just a Zoue dre ar binigen, e ordrenas ur Procession general dre Guaer, ê peini e tou-gas ar Groas, diarc’hen, a gant ur gordenn en e guerc’hen. Ur Pastor quer mad a verite beza caret gant an oll, cousgoude persecutet e voe gant un den direiz ha di-such : maes ar bersecution-ze na servichas nemet da zis-quez e santelez. An den maleürus-se a lauscas un ten fusil gantâ en amser ma ree ar pedennou gant tud e dy; ar servicherien a fallas dezo sortial evit arreti ar mun-trer-ze, maesar Sant peirti a ioa bet preservet gant Doue, a zifennas na zeuze nicun da flaich, ac a gontinuas ar pedennou. Ar Sant-mâ a instituas ar gustum meulabl da exposi ar Sacramaut var an Auter epad an deziou Ened ; dre ax