Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1857.djvu/656

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

/ 644 GOUEL AN OLL SffiNT. 1 Du, Ar Saent eus ar Barddos a so 1ior breudeur; beza ez omp-oll memprou eus ar memes corf mystiq; guir hon eus ermemes heritaich^Beza ez int bet ar pez ma oump, ac e ellomp beza un deiz a pez ma int. Ar gloar a beini e jouissont, ac o merit recompancet quer caér, a so dign eus hon respet ac eus hor veneration ; ar c’hredit o deus dirac Doue a so ivez evidoump ur raeson ac ur motif bras a fizianc enno. Cetu a-se an intantion e deus bet an Ilis en ur institui ar Gouel solennel-mâ. Peguer bras benac ez eo an niver eus ar Saent a bere e celebr an llis ar Gouel pep deiz eus ar bloaz, annombr eusar re nedintquetanavezet, aso c’hoascals brassoc’h. Peguement a Saent bras eus a bep oad, ê pep stat, ê pep condition, en oll carteriou eus ar bed, pere ne dint bet anavezet nemet gant Doue ? Peguement a Servicherien vras da Zoue ha so bet cuzet en devagilen eus ur vuez paour ac humbl ? Doue en deus o anaveet, Doue en deus o recompanset caér, ac o glorifia a rai dirag an oll dud d’an devez bras eus ar Varn general; a ne oa quet just e teuze an Ilis da enori var an douar ar re so bet deja glorifiet gant Doue ebarsen Eê? Ne deus nicun eus an eneou eürus-se n’en em interest evit hor silvidigues, na veritont-y quet eta e teuemp d’o enori-oll ha dazisquez dezo hon anaoudeguez-vad. An intantion c’hoas eus an Uis en ur institui ar Gouel-mâ eus an oll Saent, eo ma o q’hemerimp evit squêr ac evitexempl eus hor buez, lavaret a ra deomp en deiz-mâ penaus ar re a bere e admiromp ar furnez, e reve-romp ar vertu, e celebromp ar gloar ac an triomf, ac ,a bere e aviômp an eùrusdet, a so eus ar memes stad a ny, eus ar memes oad, eus ar memes sex. Enori a reomp hi-rio er foul-ze innombrabl a Saent an artizan paour-ze, al labourer-ze, ar mevel, ar servicher-ze, pere ê creiz al labourou poanius eus o etat, o deus cunduet nr vuez in-nogant ha christen; enori a reomp ar Brincet, ar Roua-ne-ze pere o deus cunduet ur vuez divlam, en ur heulia reglennou an Aviel; enori a reomp an dud pinvidic-se pere a so en em sanctifiet dre an usaich mad o deus graet eus o madou ; enori a reomp hor c’herent, hor migno- \ Dtt. GOUEL