Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1857.djvu/654

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

I. 30 Here • hi, dre na zifferas quet eus ur moment he c’honversion. Pro-fitomp èus an occasionou eürus ha favorabl-se, ê pere ez omp touchet gant Doue; pebes malheur marteze evit ar Bec’here-se mar e devise differet he c’honversion bete antro-nôs ebquen ! Cals a so c’hoas bremâ ac a imit Pelagii en he vanite, en he immodesti, ha memes en he disurz, maes peguen neubeut a zeu d’e imita en he finigen! Ne deus pec’her na pec’heres ebet ha guement na esper ha na bretand en em gonvertissa; maes un nombr bras anezo a ziffer a zez-da-zez o c’honversion, sur-prenet e vent erfin gant ar maro, ac e teuont da vervel en ho fec’het, siouaz dezo ! An unan-ha-fregont a viz Here. SANT QUENTIN, MERZER. Sant Quentin a ïoa guinidic eus a Rôm. E garantez vras ha parfet evit Jesus-Christ a allumas en e galon un desir ardant da c’hounit enepu da Zoue, a da gommunica d’an oll an tân divin peini a anflamme e galon. Discleria a eu-re da Sant Caïus Pap en amser-ze, an desseinac ar c/hoant bras en devoa da gass ar sclaerigen eus ar Feiz er Broïou ma Pa an neubeuta anavezet Jesus-Christ. Ar Pap santel o veza e exortet da heulia an inspiration divin, ha roet dezan e venediction, e guitaas e vro ac e vadou eyit dont ê Fran<;. O veza erru er Guaer a Amien, en ur gonsideri ar mad bras a ïoa da ober er c’harter-ze, e chommas eno. Pidi a ree san-cess an Autrou-Doue dre bedennou fervant da scuilla e c^ira^ou ac e venediction var e labourou ; tre-men ha ree an darn vuyaeus an nôs en Oraeson, ha ne heane en deiz oc’h instrui ar bobl; evelse iv.e e reas an Autrou-Doue cals a viraclou evit souten ac ^itoiisa an Doctrin a brezegue, ha souden e voe guelet ur cencha-mant caèr er Guaer a Amien, ac er c’harter di-var-dro. Ne gomset dre ar vro nemet eus ar.burzudou ha ree Doue clre e servicher fidel; ac ar meuleudiou a rente an oll da Zoue, a bublie ê peblec’h santelez ap Den Apos-