Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1857.djvu/650

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

638 SANTES ERMELIND. 29 Here. An navet-varn-uguent a viz Here. SANTES ERMELINÜ, GUERCHES. A r Santes-mâ a voe ganet ê Flandres var dro ar bloaz 95o. Hé zad ac he mam distinguet dre o noblan^, ha c’hoas muy dre o honestis-vras, o devoesourcid’heelevi santelamant. N’o devoe nemeur a boan nac a labour oc’h he instrui; car laveret e vize penaus e voa ganetgant un inclination naturel d’ar vertu. D’an oad a c’huec’h pe seiz vloaz ne gave quet brassoc’h pligeadur, eguet o cleout eoms a Zoue; an amusamanchou eus ar vugale ne ouent morse d’he goud; en em blijout a ree meurbed o pidi Doue en he fard e-unan, ac ispicial en Ilis. En em visca a ree bepred er faecjon ar simpla ac ar modesta, ha pa vize lavaret dezi e voa re negliget en he guiscamant, e responte penaus ar vodesti a zeree ous ur gristenes, ac ha dlie ober he c’haéra ornamant. D’an oad ha zaouzec vloaz e veve e ty e Zad ac he mam evel pa vize bet en ur Gouent. Pellaat a ree dious ar gompaignutiezou, chom a ree retiret en ur gabinet taus da gambr he mam, occu-pet san-cess gant un ouvraich benac, eb coll morse ar sonch eus a Zoue. Andesiredevoa daveva en ursolitud c’hoas brassoe’h, a reas dezi, goude beza obtenet dre gals a boan conge.he zad ac he mam, en em retira en un ty bian taust d’an Ilis, ê pelec’h he praticas bete fin he buez ar brassa austeriteou. N’e cievoa evit oll vvagadurez ne metgri-* ziou-lousou; douguen a ree didan he dillad gros , ur saé reun, ac e castye he c’horf innogant gant pep seurt instrumanchou a binigen, Diaez e compren e deffegallet beva eb ur miracl er verzerenty-ze a vortification; guir e penaus an dou^der celestiel a beini e vige carguet he ene er gommunication e devoa gant Doue en Oraeson, a ree dezi ancouât ar rigor vras-se eus he finigen; ac ar Chorf Sacr eus he Salver adorabl, peini a receve alies er Goflimunion santel, e soutene ac e fortifie. Goude ur 19 Here s^ntes ermelind.