Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1857.djvu/648

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

PASC4L. 27 Here. Pèr Pascal a impligeas da racquita cals a Gaptivet an oll-ar-chant a ïoa roet dezâ evit en em zilivra e-unan. Peguer patant e accus ac e condaoun an exempl-mâ ar c’halonou criz eus an dud-se pere o veza en o aez, o ,deus quen neubeut a druez ous poaniou ha miseriou ho nessa! Peguement a dud paour a ve delivret agaptivite, peguement a beaurien a ve soulaget gant an arc’hant ebquen a impliger ê dispignou foll, ê guiscamanchou divoder, êfestou, er c’hoa-ri, en davarn ! Cetu arpeza lavar ac a rebech buez ar Sant-mâ da veur a hini : guelit a ne deoc’h-u quet unan anezo. Aneizvet-varn-uguent a viz Here. SANT SIMON HA SANT JUDr EBESTEL. Sant Simon hanvet Cananeen, abalamour ma voa gui-nidic eus ar Guaer a Gana ê Galilee, o veza deut da anaout Jesus-Christ, azeuas da veza unan eus e fidela Discjui-bien; sourcius ac attantif bras e voa da glevet e oll ms-tructionou ; test e voa eus e oll viraclou, ac e garantez evit e Vaestr divin, gant e zêl ardant da brocuri e c’hloar, èn rentas souden un Abostol bras. Sant Jüd hanvet Thadee, breur da Sant Yacob, ne alle quetquen neubeuten em separi dious-Jesus-Christ, evit peini en devoa ur garantez tener meurbet; disqui a eure gantâ an oll guirioneou eus hon Religion, ha beza en devoe ar gonsolation d’e velet meur a veich goude Re-surrection. An daou Abostol-mâ a anduras meur a voal-dretamant epad ar bersecution a excitas ar Yuzevien a-enep an Ilis en e c^hommamjamant quenta, ha disquez a resont ur joa vras dre ma voent cavet dign da soufr evit gloar Doue. Goude an disquen eus ar Speret Santel da zeiz ar Pen-tecost, Sant Simon a gassas ar sclaerigen eus ar Feiz en Egypt^ ê pelec’h e reas ur mad infinit ac ê pelec’h e voe guelet goude-se un nombr quer bras a Religiuset ac a