Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1857.djvu/642

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

. 24 Here. ê pelec’h e veve ar bobl en un igrioramj vras, en em le-quesont da brezeg gant quement a nerz, ha gant ur zêl quen ardant, ma o devoue ar gonsalation da vèlet ar vro-oll instruet ha convertisset. Neuse e resont sevel ur Gouent vras ê Dôl, peini a fournissas un nombr bras a Vissionerien santel evit antreteni ha conservi an devo-tion ac ar ferveur etouez ar Vretonet. Goude maro Sant Samson, e voe lequeet Magloar da Escop en e bla^, ac e voe carguet eus ar Missionou a Vreiz. Petra benac ma oa dija deut var an oad, ha ma voa uset dre e labourou apostoliq ha dre ar fatig en de-voa bet er Missionou’, è pere en devoa labouret epad ouspen daou-uguent vloaz, ne ziminuas cousgoude netra eus e vortificationou, bepret e tougue ar cilicj, ha ne ree nemet ur repas bemdez, en ur labourat bepret gant ur gouraich admirabl evit silvidiguéz an eneou. Sant Magtoar, goude beza roet erfin da SantBudocar garg eus ar Missionou, ac eus ar Gouent en devoa savet ê Dôl, en em retiras ê Enesen Gerze, peini a so etre Breiz ha Bro-saus. Eno e vevasc’hoas taust da seiz vloas en un union continùel gant Doue; maes ar repos a songe dezâ caout en e solitud , ne badas quet pell, troublet e ouesouden dre ur foul a bobl a zeue dy d’e gaout, darn evit goulen cusul digantâ, ha darn evite bidi d’o c’he-meret didan e zirection, en hevelep faecon ma en em ga-vas obliget da institui eno urGommunaute a Religiuset, gant pere e vevas ec’his un ^EI var an douar, ha goude beza disquezet dezo ar guirhent eus ar berfection, ez eas da jotfissa eus ur vuez eürussoc’h en Ee, er bloaz 575, etro an oad a bevar-uguent vloaz. E Relegou a voe transportet da Baris, ê pelec’h o c’honserver ê Seminaer Sant Magloar. reflexion. Ar Sant-mâ ne ree nemet ur pred-boed bèmdez, f>etra benac m*en devoa bepret cals ha labour ha cals ha fatig; quemense n’en deus quet miret n’en deus bevet bete an oad ha bevar-u-guent-vloaz. An temperanope ar voderation en dibri ac en e-va ouspen an avantaichou spirituel a brocur deomp, a servich cals da gonservi ar vec’het. Ar gourmandis er e’hontrol, ous- 24 Here. -sant magloar. / 62M pe