Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1857.djvu/637

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

-se var ar brillant faus, ha var ar fragilite eus a blijadurezou ha madou ar bed; prezeg a ree out-o gant un dou^der ac ur vodesti quer ravissant, ma teuas sou-den da c’hounit o c’halonou ? ha da inspira dezo ur ga-rantez ardant evit Doue ; ha biscoas ne voe guelet mer-e’het devotoc’h na parfetoc’h. Ambarqui a resont-oll erfin dre un amser gaér, maes Ursula ne gollas morse an esperan^ da receo digant Doue ar c’hra<j e deyoa goulennet digantâ ; ac en effet dre ur brovidanc special e teuas unavel ac un tourmantbras peini a bellaas al listry dious Breiz , ac o foulsas etresec ar c’hanton a Gueldres ; erruout a resont etouez ur bobl Êayen ha barbar, peini a voa en amser-ze ê bresel ous reiz. Ursula a adoras ar Brovidan^ a Zoue, ac en ur anaout en devoa selaouet he feden, ha penaus e felle dezân accordi dezi ar Gurunen aVerzerez, assembles gantan hini a Verc’hes, e presegas gant ur visaich an-nammet d’ar merc’het a edo en e c’hompaignunez; ober a reas dirazo ar meiileudy eus ar virginite ac eus ar chas-tète, evit peini e tlient beza prest da rei o madou aco buez; o exhorti a reas gant quement a nerz da scuilla o goad evit ar Feiz, ma teuzont-oll d’en em gonsoli, ha da zesrrout memes ar Verzerinty. Arbarbareto veza anavezet e voa Ursula acanoll mer-ehèt-se destinet evit mont da Vreiz, ê bro o ennemiet, a gommancas d’o insulti, ac a fallas dezo ober da lod aneze coll o*enor ; maes an oll merchet-mâ fur ha santel a re-sistas gant quement a gouraich, ma teuas ar barbaret-se dre o furor d’o zreuzi-oll gant o chlezeïer. Soufr a resont ar Verzerinty, er bloaz 383. Instituet a so het a c’houdevez ur Gongregation Lea-neset didan an hano ha protection Santes Ursuia, pere a hanver Ursulineset. Ne oufer guet lavaret peguen avan-tajus eo an Urz-mâ ; non pas ebquen dre an exemplou bras a zèvotion âc eus a bep seurt vertuziou a ro al Lea-nezet santel-se, maes c’houas dre an descadurez christen a roont d’ar merc’hedigou , pere a instruont gant que-ment a garantez a<; a frouez. 10 6J6 santes ursüla.