Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1857.djvu/629

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

1 17 Here. SANTES HEDViGE. <M7 taveset, an Orfelinèt, ae ar Beaurien. Ober a reas sevel ur Gouent vras taust d’ar Guaer aBrelau, ê peini e receve da Leaneset ar Merc’het paour, pere o devoa choant d’en em gonsacri da Zoue; ac e roe peadra da ober ur fortun • honest ha deread, d’ar re pere goude beza chomet ur certen amser er Gouent, n’en em santent quet galvet d’ar stad Religius. Goude maro an Duc, an Intâves santel en em retiras er Gouent e devoa graet sevel. Douguen a ree ur guisca-maht simpl evel hini al Leaneset; ha petrabenac n’en em angageas quet dre veu , e mire cousgoude an oll-Re-glennou gant quement a ferveur a nicun. En em iselaat a ree bete servicha pep-unan, ae ober pep seurt labour dre an ty : ha pa en em offre al Leaneset evit en ober en he flac, en em oppose en ur lavaret: c’hui a se priedou da Jesus-Ghrist, namenedounnemetunan euseservi-chereset. Ar santimanchou bras-sea humilitea ree dezi quemeret bepret an diveza plaq er c’hoeur ac ous taul; ha cetu a-se an usaich seul a ree eus he zitr ac eus he guir a Fondatores. He c’harantez ac he anoudeguez-vad evit Jesus Cruci-fiet, a reas dezi desirout gant ardeur ar soufran^ou ac ar mortificationou ; ober a ree atau abstinan<j a guiq : di-bri a ree d’ar Sul, d’ar Meurs , ha d’ar Yaou un tamig pesquet: d’al Lun, ha d’ar Sadorn e tremene gant gri-ziou lousou : d’ar Merc’her ha d’ar Guenere yunedivar bara ha dour. Disquez a reas he resination parfet da volonte Doue,, pa oue discleriet dezi maro an Duc a Silessi he map, peini a oueJazet gant an Tartaret en ur gombat; elec’h gouela> nac en em zeplori, e teuas da drugarecât Doue da veza digacet dezi ar Groas ac an afliction-ze, ac e lavaras d’al Leaneset pere a zisquee avoalc’h dre o daelou pegue-ment ez oant sansibl d’ar c’holl-ze, penaus e oa ret re-ceo gant soumission an urz eus ar Brovidan^, durant ar vuez ac er maro. . Erfin o veza couezet clan, e c’houlennasheSacraman-chou diveza en amser ne oa aparanc ebet e varfse, maes auaout a rezeur souden penaus e voa-hi instruet eus he 618 SANTES "HEDYIGE. 17 Here.