Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1857.djvu/626

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

Here. beza occupet, a zeu da veza carguet a songesonou fall. 2. Pa eri em gaver trist pe troublet, ne dler quet quitaat an euvrou-mad, nac an Oraeson, nac ar binigen. 3. An nep a fell dezâ commandi d’ar re-all, a dle bezadouc en o andret. lia rust evintâ e-unan, 4. Pa vemp reprenet eus ur faut benac, e tleomp receo que-ménse gant un humilite interieur ac exterieur, ha pidi evit an nep en deus ar garante-ze evidomp. 5. üesirit guelet Doue, ho pezit aoun d’e goll, ac en em re-jouissit dre an esperanc d’e bossedi un deiz en Eè. REFLEXI0N. Santes Theresa e deus graet eu he buez quement a draou ad-mirabl, ma ze impossibl o merca-oll en un abrege evel hemâ; maes quement hon eus gallet raporti a so dign eus a admira-tion ; pep-tra a so surnaturel, pep-tra so parfet er Santes vras-mâ. Gousgoude neubeut a-vancas na zeuas ar burzud-mâ a santelez da veza distruget en e commancamant. Theresa d’an oad a zaouzec vloaz, a gommancas d’en em blijout o.lenn le-vriou dangerus, ac al lectur-ze a vougas casi he oll devotion ; he innocanc en em gavas ive en un danger bras oc’h henti ur c’hâres dezi peiniaïoaleun eus a speret ar bed. Ma vize deut ar poeson da c’hounit ar galon yaouanc-mâ, petra vize deut The-resa, petra vize deut an ene bras-mâ, an ene santel-mâ? Pe-guen dangerus eo lenn levriou fall, peguen important e d’an dud yaouanc ha d’an oll, ober ur choas mad eus ar gompai-gnunezou a hentont! Peguement a dud a so bremâ reprouvet, pere a vize bet Saent ha Santeset bras, ma n’ho devize lennet nemet levriou devot, ha ma n’o devize hentet nemet compai-gnunez vad! Ar chuezecvet devez a viz Here. sant gall, abad. Sant Gall guinidic eus a Irlând, goude be/a bet an Dis-quihl ac an imitateur eus a vertuziou Sant Colomban, en em dennas enun desert ê quarterarSuisset. Peguèrsan-benac ma voa bet e vuez a ziaguent, e labo