Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1857.djvu/616

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

IA. 10 Here. O veza bet choaset en despet d’e humilite evit Gene-ral eus e Urz, e cassas un nombr braseus e Religiuset da zouguen sclaerigen ar Feiz bete er broïou pella eus ar bed. Petra benac ma cundue ur vuez mortifiet, ha ma ree pinigennoü dreist-ordinal, e alleur lavaret penaus e Vertu principal a one an humiiite; en em zisprijout a re-e-unan, ac e vrassa desir a ïoa da veza disprijet gant an oll. Ar Pap a guemere e avis en darn vuya eus e affe-riou bras an ïlis, ha meur a veich e falveas dezâ e ober Cardinal, maes biscoas ne voe mcfyen da drec’hi e hu-milite. Erfin oc’h en em gaout clan ê Rôm e recevas e Sacra-manchou gant ur ferveur ravissant, ha goude beza gou-lennet pardon dious an assistantet, eus ar goal exempl en devoa roet dezo var e veno, e rentas e Eñe da Zoue gant ur peoc’h ac ur fizian^ vras er bloaz 1672, oaget a zaou vloaz ha tri-uguent. REFLEXION. Bisaich ar o’haéra Princes eus ar bed, deut da veza defigu^ ret ac horribl daou zevez goude he maro, a inspiras d’an Duc a Gandii ar resolution da guitat ar bed , evit labourat ebquen én afier eus e silvidiguez. Ma tisquennemp a speret ebars erbe, ô consideri an termen ac ar fin eus ar guenet, e teufemp d*en em zisabusi ha d’en em degouti eus un dra quer fragil ha quen tromplus. Ur c’horf maro a so ur mellezour fidel. Ar milloue-rou a bere en em servicher ordinal, a represant deomp hon apparanc exterieur ebpuenfmaes ur c’horf maro a zisquez deomp petra oump en efiet, ha petra vezimp un deiz. Peguer sclaer na veler quet ennan ar vanite eus a guement tra so er bed 1 Âr sonch ebquen eus ar maro pebes nerz ha pebes vertu n’en deus-èn quet evit discar an orgouill eus hor c’halon , ac evit arreti ar fulor eus an oll inclinationou direglet!