Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1857.djvu/57

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

20 Guenver. sant sebastien. 45 An uguenvet devez a viz Guenvet. SANT SEBASTIEIV, MERZEK. !§Ant Sebastien a voa guinidic eus a Narboon ê Lan-guedoc. E dad ac e vam a guemeras ur spurci bras,da rei dezâ un descadurez caér ha d’e elevi ervez Doue. E furnez hac e gouraich, eme Sant Ambroas, a reas sou-den e anaout ê Palaes an Ampereur Diocletien péini er greas Capiten eus e Chardou. An Ampereiir Payen-ze o veza deut da bersecuti ar Gristenien, ar Sant-mâ, petra-beriac m’en devoa un desir bras da souffr evit Jesus-Christ, ne reas quet cousgoude da anaoiït ez oa Christen e-unan, eVit caout ar voyen da sicour ar re-all epad ar bersecution; ac en effet ne es-pernas nac e gredit, nac e vadou, nac e boan eyit o sou-ten ac o soulagi. Sourcius ha diligeant e voa da visita ar Prisonniou evit consoli ha courachi ar Gristenién, ha dreist peptra evit creaat ar re pere dre aoun rac an tourmanchou a voa sempl er Feiz; o accompagni a ree memes bete var ar Chafaut var beini e tlient mervel. Diiou vreur hanvet Marc ha Marcellien, o vezâ bet arretet ha condâonet drâr maro, o zad ac o mam, pere a voa c’hoas Payanet, en em strincas da dreit ar Barner, ac a obtenas dre o fedcnnou ac o daelou ma vize reculet evit ur miz execution arsetang, dre ma promettent ober d’o daou vap sacrifia d’an Doueou didan an amser-ze. Ober a rezont en effet o fossibl evit quemense, maes Sarit Sebastien peini a visite âlies an daou Vreur-ze, o remerr cout e commanceñt beza teriereet dre an daelou eus o c’herent, a reas quement ma o c’hreaas er Feiz, ac 0113-pen-ze e convertissas o Zad, o Mam, ar Barner ha pevar Prisonnier ha tri-uguent. Ar Barner-ze en devoa cals a Esclavet da bere e roas o liberte goude ma o devoe rece-vet oll ar Vadiziant : e Famill en em gonvertissas ive, souden goudese. An daou vreur Marc ha Marcellien ac