Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1857.djvu/54

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

r. 48 Guenver, verq penaus Sant Gregor a Nazianz a assur e voa an usaich an-cien da celebri bep bloaz an devez eus e Vadiziant dre pep seurt exeïcicou devot, ha penaus e tlye an tadou ha mamou caout ar sourci da zizac sonch d’o bugale eus an deiz-se; ha reidezo an exempl a guemen-se. Mar doump obliget da drugarecât Doue eus e c’hracou, pebes actionoua c’hrac na dleom-ni quet renta dezâ da veza hon re-cevet en Ilis ac en nombr eus e vugale dre ar Sacramant a Vadiziant ? Evit e drugarecât eus ur faveur quer bras, leveromp bemdez gant muy a attantion ha gant cals a anoudeguezvad, ar c’homsou-mâ eus an Adoration : Me hb trugareca, va Daue, eus hoch ollmadelezou, cfam beza... En Ilis recevet. Douguen a reomp an hano a Gristenien; maes a bevet hon eus-ni bete vremâ ê guir Gristenien ? Ma n’hon eus-èn quet graet, consideromp petra a dleomp da ober evit repari hor faut, ac evit cundui ùr vuez dign eus un hano quer santel. Orceson evit renouveli ar Bromessaou eus ar Vadiziant. Trindet Santel ac adorabl, Tad, Map ha Speret-Glân, tri Fer-son en un Doue, ho trugarecât a reomp da veza hon recevet en Ilis ac en nombr eus ho pugale dre ar Sacramanf a Vadiziant. Ra zeüi an oll Sperejou eürus, an oll Sent ha Santeset eus an Eê, ac ispicial hor Patronet, d’en em unissa gueneomp evit hor si-cour d’ho trugarecât eus a ur c’hrac quer bras. Renouveli a ratifia a tleomp an angageamant santel hon eus contractet en ur fae^on quer solenneUen deiz eus hor Badiziant. Renonc a reomp d’an drouc-speret, d’e dentationou ha d’e aly milliguet; renonc a reomp d’ar bed corrompet, d’e c’hloar ha d’e vaniteou; renonc a reomp d’ar c’hiq, d’e inclinationou ^ireglet ha maleürus. • Christenien oump, o va Doùe, dre ho crac; na bermetit quet e tisenorremp un hano quer santel. Protesti a reomp penaus e fell deomp eus a vremâ betec hor maro, gant ar sicour eus ho crac, lacât hon oll gloar hac hon oll joa o viret ho Lesen just ha santel, peini a vezo da viquen evidomp ur sourceri a vene-diction ac a eürusdet. wm 0 49 Gucnver. sant canüt. 43 An naontecvet devez a vi