Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1857.djvu/539

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

ar guirioneou eus ar Religion Gristen ; ober a ree dezo santout an impiete eus ar superstitionou payen; ha gou* nit a reas cals anezo da Zoue. N’en devoa nemet pemzee vloaz pa varvas an intâves peini e devoa èn elevet quer mad; en ur vervel e lesas gantâ madou bras, maes èn o distribuas quer buan d’ar beaurien. Ar brud eus an den yaouanc santel o veza eat bete ar Gouerneur a Cesaree, e roas urz d’èn arreti. Mammas a oue presantet dirag ar Gouerneur, peini goude beza e reprenet da veza comset a-enep Doueou ar Rouantelez, èn alyas da sacrifia dezo, en ur brometi dezâ ur reeom-pan<j caér. Ar Sant a respontas gant un aer paesibl ac as-suret : na venn-me quet da veza blamet ha memes pu-nisset, ma teufen da anaout evit Ampereur ur Soudard simpl eus an Arme, ha ma rentenn dezâ ê publiq ar me-mes enor peini ne de dleet nemet d’an Ampereur : ma cassen unan benac eus ma.c’honsortet ac a ve disquiant avoalc’h evit quemeret ar Soudard-se evit hor Prin^ : a c’huia gaffe drouc e teufen-me d’e zisabusi, ha da zis- âuez dezan penaus an Ampereur faus-se ne de nemet ur oudard dister ac un Esclaf. Cetu a-se, Autrdu, ar pez am eus gr»t en egard d’ar guir Doue, ha Doue uniq eus an Eê ac an douar. Ar Gouerneur aoue soueset o cleout ur respont qner fur; ac er c’hassas da un Tribunal-all evit beza barnet. Ar Barner goude beza gret dezâ soufr meur a dour-mant, oc’h e velet bepretferm ha constant, erc’hondao-nas erfin da veza muntret. Ar Sant en em laqueas var e zaulin evit recommandi e ene da Zoue, ha goude beza recevet meur a daul cleze, e achuas e vuez dre ur Ver-zerenti glorius, var dro ar bloaz 275,. RBFLEHION. Un Tad ac ur vam pere a laca o sourci principal da servicha Doue erfad, a ve diraeson ma o defFe aoun na zeufe ân Autrou-Doue da guemeret sourci eus o bugale, ha da bourve* anezo. Tad Sant Mammas a varvas abars ma voe ganet; ac e vam ha varvas oc*h èn lacât er bed. Biscoas crouadur ne oua muy a-bandonet; beza e oa emzinvad, orfelin adsd^c ar raoment ma ganet, beza e oa en ur prisen etouez tud cri ha disfeiz, ac e 528 sa