Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1857.djvu/492

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

Ne devoa quen sonch nemet dâ guitaat ar bed, ha d’en em gonsacri-oll da servich Doue, pa fallas da Glo-teer Roue a Fran^ he c’haout evit pried; ar broposition eus un dimizi quer bras ha quen enorabl, elec’h beza ur sujet a joa evit-y, ne oue nemet ur sujet a affliction ; ober a reashe fossibl evit miret na vize graet an dimizi, maes e alya a rezeur quement, ma consantas erfin. An titr a Rouanes ne reas morse dezi ancounec’hât anhini a servicheres da Zoue; al lustr ac an eclat eus e Churunen ne viras quet na oue bepret quen humbl goude evel quent; ac ur renq quen huel ne zireïzas quetheexerci90u azevotion. Bisitaareealiesar beaurien clân : pansi a ree o gouliou, ha n’o lese da vanquout a netra. Bemdez e tremene un amser vras en Ilisou; mfret a ree an oll-yuniou eus an Ilis gant ar memes rigueur, ma o mirer er Chouenchou; pa vize ur rejouissamj pu-bliq benac en e Fales, ne vanque morse da zouguen ar ciliij; ac en em servichout a ree eus a gant industri, evit temperi ar plijadurezou innocenta, dre vortificationou secret. Piou na sonche quet deza e tlie ur Rouanez quer ver-tuzus beza enoret ac estimet gant ah oll ? Couscoude ar gourtisanet, pere a ioa leuna speret ar bed, agavas abec enni; commanc a rezont da farcal divar goust e devo-tion ; represanti a reent memes da Glotser penaus e veve ar Rouanes en ur fae^on peini a ree gaou ous e Majeste , ha penaus ma ne devoa quet sônch da zench quiz, e deree muy out-y beva en un hospital benac, eguet varan Trôn; ac en ur guer ne heanent oc’h e dicrial. Clotaer peini en devoa bet bete neuse un istim vras evit-y, a zeuas nebeut-a-nebut da yenât out-y, ha d’e disprijout; ha ne oufer quet lavaret peguement e devoa cla soufr quên a bers ar Roue , qùên a bers ar courtisanet eus e rales. Ar Santes peini e devoa conservet atau he attret ac he inclination vras evit ar retret pe ar solitud, a brofitas eus an disposition-ze eus ar Roue, evit goulen e bermis-sion d’en em denna en he fart a gostez; Clotoer a gon-santas, ha Radegônd en em retiras ê Poitie. 43 EaiASt., SANTES RADEG0ND. 481