Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1857.djvu/491

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

Mar fell da unden yaouanc peda ur plach en emgonsacri da Zoue en ur Gouent, querent ha migrionet en em bress da exposi dezo an dangerou â gaver er stadse : lavaret a rêr dezo examina mad o vocation , gant aoun n’o deffe queuz goude y ha re diveat. Asten a rêr memesan Amser, evit gallout guel o eprouvi; ar guerent ê quemense ne dirit quet da veza blamet, maes quent meulet. Maes a question so d’en em ambarqui var mor perillus eus ar bed, a question so eus un dimizy : petra a lavar an tâdou ha mamou d’o bugale, netra peurvuya. Cous-coude pehini eus an daou stad-se eo an dangerussa? e pehini# caver muy a boan, muy a gueuz, muy afïliction ? Tadou hi mamou comprenit dre guemense peguen important e , abars ober fortun o bugale, o avertissa d’a c’houlen ar sclerigen eus an Eê. Neuse ispicial eo, e tleit consideri penaus ho pugale a so muy da Zoue , evit ne dint deoc’11-oc’h-unan. Eil Reflexion. Santes Claera oc’h anaout e voa galvet gant Doue evit antren er Religion, ne selaouas quet mouez he c’he-rent, pere a fallè dezo he distreï. Exempl caêr evit an dud yaouanc, pere a dle quent chelaou mouez an Autrou-l)oue eguet hini o c^herent, pazeuont da ober ar choas eus ur stad a - vuez. A-nes quemense en em lacaént en un danger bras d’en em goll; car evit receo digant I>oue e c’hracou en ur stad a vuez, e ranquer beza galvet gantân d’ar stad-se. Comprenit eta, bugale, an obligation ocfh eusf abars en em angagi ê stad ebet, dâ consulti an Autrou-Doue, ha da guemeretavis ho Con-fessour, pe ur personnaich sur ha desinteresset. An trizecvet devez a viz Eaust. SANTES RADEGOND, ROANES. ÏVadegond illustroc’h dre ar galite a Santes evit drean hini a Rouanes, a voa merc’h da Bertser Roue eus a Du-ringe. Ar BrinGes-mâ en he yaouanctis n’en em distin-gue nemet dre he modesti ha dre he devotion; ha beza ez-oa quer charitabl, ma reserve pep guella ha delicata • a vize servichet dezi ous taul, evit e rei d’ar beaurien clân. t8Ô SiHTEft RlDEOOm). 13 Eausl.