Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1857.djvu/473

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

461 2. Guell eo beza ar monrzoul eguet an anneu, da lavaret eo, guell e trec’hi e inclination direglet, eguet beza trec’het ganto. 3. Ân nep a gar ar baourentez ac an humilite, n’en deus aoun rac netra. 4. Un ene peini en deus tânveet an doucder a Zoue, ne sant nemet degout evit an traou eus an douar. 5. Pa voe goulennet digant ar Sant-mâ pelecli e quemere quément a lavare en e Sermoniou, e respontas, o c’hemeret a ran el Levr eus ar garantez, peini a so ar guella eus an oll Levriou. En ur barlant ous ur mignon fidel, e lavaras dezâ : biscoas an Autrou-Douè n’en deus ma reüset eus ar pez em eus goul-lennet digantâ. REFLEXI0E!. Sant Dominia en deus instituet Breuriez ar Rosaera, ha dre ar voyen-ze en deus graet ur mad infinit dre ar bed. Mar doc’h ânrollet er Vreuriez santel-mâ, bezit fidel dezi, ac e viot parti-cipant en oll pedennou a ra bemdez ar Breudeur ac ar Cho-areset eus arVreuriez. Ma ne doc’h quet angaget c’hoas, que-merit ar resolution d’en em lacaat enni, Mar oc’h eus aoun, d’en em garga, gouezit penaus an devotionou eus ar Vreuriez ne obligeont quet didan boan a bec’het. Mar leverit noc’h eus quet an amser : na illit-u quet da viana lavaret ho Chapelet en ur vont d’ho labour, pe en ur zont diôüs ho tevez? Profitomp-oll eta eus ur voyen quèr bras a silvidiguez. Ar pempet devez a viz Eaust. GOUEL MARIA AN MRtfH. ^Var dro ar bloaz trWhant ac hanter-cant, en anïser ar Pap Liberius, un Antrou bras, devot ha pinvidic mear-bet, hanvet Yan Patri§ eus aRôm, ovelet-n’en devoa quet a vugale, a guemeras ar resolution da impligea e voyen evit enori an Itron Varia, ha d’e ober heritoures eus e oll vadou; discleria a reas e santimant d’e bried, peini vertuzus eveldan, er c’hourac’has da berseveri en . ur santimant quer mad. 462