Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1857.djvu/466

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

454 SANT PER EN EAÜST. 1 Eaust. touchet ha desolet, a zeuas dre bedennou general ha fer-vant da c’houlen digant Doue dilivramj o Fastor ac o Zad; Doue a selaouas o feden, en amser ma cousaue é peoc’h an Abostol Santel, un M\ en diunas, en ur lava-ret dezân sevel ha dont d’e heul; e chadennou en em zistagas er memes amser, ac a gouezas eus e zaouarn; heulia a reas an iEl, sortial a reas eus ar prison, ha tre-mefi dre greiz ar goardou eb beza remerquet gant ni-cùn; an M\ goude beza querzet arauzan a het ùr ru, a zisparissas. Neuse Sant Pêr, peini a voa quer soueset quent, ma seblante dezan e voa ur sonch en devoa, a la-varas : Dremd e chouzbn sur ez eo bet pliget da Zoue digac din e Ml evit va dilwra eus a zaouarn Herodes. • llr Miracl quer bras a reas d’ar Gristenien miret gant cals a sourci ar chaden gant peini oa bet amarret an A-bostol santel. An Ampereures Eudocii o veza eet da vi-sita ar Placou santel e Jerusalem, an Escop a reas pre-sant dezi eus ar thaden-se. Ar Brinces e recevas gant respet ha gant joa, ac e c’hassas d’e merc’h. Ar Brinces yaouanc-mâ ravisset o caout ur presant quer caér, èn disquezas d’ar Pap Sixt trede peini a zisquezas ive dezi ur chaden-all gant peini Neron en devoa graet amarra Sant Pêr abars e gondaoni d’ar maro, ha peini a ioa con-servet ê Rôm gant cals a respet. Ar Pap o veza lequeet an diou chaden quever-e-quever, e teuzont anezo o-u-nan d’en em staga an eil ous-he-bên, evel pa ne vizent nemet ur memes chaden. Ar Miracl-se a grescas c’hoas ar respét a zouguet d’ar chadennou precius-mâ : ac a re-as ma voe savet un Ilis caêr en enor d’an Abostol santel, ê pelec’h e voe conservet an diou chaden, pere ne reent muy nemet unan; an Ilis-se a so hanvet Sant Pêr er cha-dennou pe en ereou. Ar Miraclou caér a reas Doue gou-dese dre an attouchamant eb qüen eus ar Qhadennou-mâ, o deus-y brudet dre ar bed-olb ha cresquet devotion ar Gristemen. REFLEXION. Chadennou Sant Pêr o deus ar vertu da ol^er Miraclou, ac e touguer cals a respet evito. Mar en deus roet Doue ur vertu quer bras d’an instrumanchou mémes pere o deus