Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1857.djvu/46

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

s ar solitud, ac ar joa interieur a gaver er Retret, oc’h en em occupi a Zoue eb que/i. Mses evel n’en em gave quet c’hoaz en assuranc eus e vuez, en em dennas var ur JVIenez bras, oaget neuse a zaou vloaz varn-uguent. E guenta sonch oa da zeport ma vize tremenet amser ar Bersecution, maes Doue en devoa un intantion-all varnezâ. O veza avancet doun en Desert, e remercas ur Cha-vern, ac e cavas ê diabars ur gambr da beini ur Vezen Palmes a serviche da doen dre he brancou, gant ur Feun-teun e quichen. O velet ùr Plac quen distro dious commer^ ar bed, e santas crisqui e garantez evit ar solitud ; ac o consideri ar c’havern-ze evel ùn demeuran^ preparet evitâ gant ar Brovidanc divin, e quemeras ar resolution da dremen eno ar rest eus e amser. Eus a neuse n’en em occupas muy nemet da gontempli ar berfectionou infinit a Zoue ac ar guirionezou eternel. E oll vagadurez oa ar frouez a zougue ar Vezen Palmes, ac an deliou anezi a serviche dezâ da viscamant. Pa voe deut d’an oad a dri bloaz ac hanter-cant, Doue, evit disquez ar sourci a guemer eus ar re a guita pep-tra dre garantez évintâ, a reas digac dezâ bembez dre ur Vrân un hanter bara, evel gueichal d’ar Profet Ely; ac ar mir^cl-se a badas bete fin e vüez. Doue a falveas dezâ er fin rei da anaout d’an oll an tensor cuzet-mâ. Sant Paul en devoa deja trizec vloaz ha cant, pa vpe conduet Sant Anton en Desert-se dre ur Revelation divin. An daou Sant a zeuas d’en em anaou t ha d’en em c^hervel an eil-eguile dre e hano, eb beza enem velet biscoas. Epad ma en em antretenent éus an traou Celestiel e harz ar Feunteun, e tisquennas ar Vrân, peini a lacaas dirazo ur bara en e bez. Admirit ar vade-lez a Zoue, a Iavaras neuse Sant Paul : try-uguent vl.oaz . so e reeevan bemdez evel-hen im anter-bara^ maes birio en deus doublet ar racion abalamour deoc’h. Trugarecât a rezont an Autrou Doue, ac o veza graet ar beden ^ asesont var bord ar Feunteun evit dibri. 15 Guenver. sint paül.