Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1857.djvu/448

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

24 Gouere ac ar Brovidanc divin a roas dezi ar voven da veza ins-truet var ar Misteriou eus ar Feiz ha da recéo ar Vadizi-ânt. Quemense a voe graet secretamant; maes ar Santes en em zisclerias souden, en ur derri an Idolou pe an Doueou faus a vire he Zad en e dy. Pa velas he Zad e Idolou torret, e tiscredas varnezi; he guervel a eure, ac e lavaras dezi: a possibl e ve ho pe-hu commetet an drouc eus a beini hoc’h accuser; a possibl eo e ve c’hui ho pe bruzunet hon Doueou ? Ar Santes a respontas : A possibl eo, va Zad que/, adori ar seurt Doueou, pere n’o deus na galtout na vertu ? Ne le-sas quet anezi da goms davantaïch; qùemeret a reas ur goler quer bras out-y, ma reas e scourgea gant ur"gruel-det barbar. Anduri a eure an tourmant-se eb en em glem, ac en ur drugarecât Doue eus ar c’hrac a ree dezi da soufr evit e e’hloar. Hé Zad n’en em gontantas quet; ordren ^ reas he c’ha^ d’ar prison, en ur lavaret dezi : cench pe vervel a ri. Neusee lavaras-hi gant ur gouraich dreisteoad : grit din, va Zad, quement ac a bhgeo gue-neoc’h ; lemel a illit diguenê va buez, mées netra ^ allo .ober din coll Feiz Jesus-Christ va Salver divin, digant peini e es[>erân receo an nerz da soufr tourmanchou c*hoas brassoc^h. An Tad dinatur-ze a reas he staga ous ur rod peini a droe a euoc’h un tân bras alumet evit e devi. Ar suplig a voa terribl, mses Doue e freservas a zrouc. He Zad, e-lec’h en em gonvertissa o velet ar Miracl-mâ peini a gon-vértissas un nombr bras ar re-all, en em obstinas muy-oc’h-muy, ac a ordrenas dre e furor stâga ur maenjpou-ner ous he gouzouc, ac e strinca en ul laguen doun. An urz a voe executet; maes an Autrou-Doue peini en devoa - deja e freservet eus a nerz an tân, a roas dezi cTioas ar c’hrac da sortial leun a vuez eus a greiz an dour. HeZad o velet ne alle quet donet a-benn anezi, a zeuas evel ar-raget, ac antronos e voe cavet maro en e vele. Dont a eure ur Gouerneur-all d’ar Guaer a Dyr, peini o veza ivez ur Payen supertitius ha cruel, a gontinuas da bersecuti ar Gristenien, ac ispicial Christina peini e de-voa quement a vrud. Rei areas urz d’e amarra ous ur ve-zen, én ur ordren d’ar Vourrevien leusqueul tennoubir 2,4