Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1857.djvu/427

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

15 Gouere. SANT HERRY. 415 Ar pemzecvet devez a viz Gouere. SANT HERRY, AMPEREUR. Sant Herry map an Duc a Baviêr, en devoe en e yaou-anctis an avantaich da veza instruet ha quelennet gant Sant Volfan Escop eus a Ratisbôn, peiñi ne ancouas ne-tra evit ober anezân ur Sant bras ac Ur Princ bras. Her-- ry peini eus e gostez en devoa un inclination vad evit ar vertu, peini gant ur speret lem a* un aer majestuus en devoa un doucder ac un obeissanc admirabl. a brofitas caér eus a instructionou ur maestr quer santel. veza bet demezet da Santes Gunegônd, ar stad-se ne re^s nemet crisqui e ferveur; ac an daou bried vertuzus-se, dre ur gonsantamant mutuel, a viras bete ar maro ar fleureri gaêr eus o virginite. Ar Prin^-ma o veza bet choaset evit Ampereur, abala-mour d’e gouraich, d’e brudanc ha, d’e santelez, an Di-gnite huel ha souveren-ze na servichas nemet da rei muy a lustr a muy a eclat d’e vertuziou. Evel e galon vrasne all quet beza contantet gant an oll Gurunennou eus ar bed, en em lequeas da servicha gant ur ferveurnevezar Roue Eternel eus an Eê, evit acquisita ur Gurunen immortel. Ne antreprene morse netra nemet goude beza consuï-tet an Autrou-Doue dre an Oraeson. Cals a boan ac a sourci a guemeras, ac e teuas a benn daarreti an disurzou a drouble ar repos publiq, da ober renta justic vad en e oll Stadou, ha da brocuri eürusdet e bobl. Ar Barbaret o veza antreet ê Poloign ac e Bohêm, ha distruget cals a Ilisou, Herry en em velas obliget da se-vel un Arme evit o chasseal; ha souden e eprouvas pe-guen avantajus e combati evit Doue an Armeou; car guelet a reas un ^El ê penn e Armé, ac e c’houneas eb dale ar Victor, muy dre e hedennou ha dre arbrotection divin, evit dre an nerz eus e Armou. Ober a eure repari an llisou a ioa bet ruinet, etablissa a reas a nevez Escopti Bamberg, ha meur a Gouent, ous pere e stagas rencbou evit o antretent. 416 SANT HERRY.